150 vues

Roet e vez "palmoù" gant Cannes, aman avat, e Karaez e vez roet erminigoù...

Roet e vez "palmoù" gant Cannes, aman avat, e Karaez e vez roet erminigoù...

An eil genstrivadeg filmoù video a zo bet hiziv e Karaez. 200 skolajiad Pevare klas oa deuet evit dizolein al lise hag ivez evit sellout ouzh 17 film graet gant ar skolajoù Diwan Kemper, Ar Releg, Gwened, hag al lise Diwan e sinema Ar c'hazeg c'hlas e Karaez.

E touez 17 film brav, frammet mat, gant istorioù dishenvel-tre, labour ur c'hlasad a-bezh (gant David ar Gall e Gwened, pe gant Soazig Kerouredan e Kemper), pe strolladoù bihan (Ar Releg, Karaez) e oa ret dibab, ha n'eo ket bet aes. Setu neuze an disoc'hoù :

  • erminig ar brezhoneg : "daou dre gant", lise Karaez
  • erminig ar senario : "Kevrin John Black Winter", skolaj Gwened
  • erminig ar gwellan aktourien : "an dibab", skolaj ar Releg
  • erminig ar gwellan sonerezh : "ar c'hoarier", skolaj ar Releg
  • erminig ar sonerezh : "ar c'hoarier"
  • erlinig an arvesterien : "Gwallhunvre", lise Diwan Karaez
  • erminig aour : "ar journal", skolaj ar Releg

Mennegoù evit

  • Kombod TV gant skolaj Diwan Kemper

Evit sellout ouzh ar filmoù :

http://kenstrivadeg-an-erminigou.jimdo.com/an-erminigo%C3%B9-2013/

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...