Nevez-embannet e ti Beluga An Erminiged un dastumad nevez krouet gant Cécilia Ollivier troet e brezhoneg gant Drian Bernier 140 x 180 cm, 24 pajenn kartoñs, 7 ¤ al levr, evit bugale 0-3 bloaz An

Nevez-embannet e ti Beluga An Erminiged un dastumad nevez krouet gant Cécilia Ollivier troet e brezhoneg gant Drian Bernier 140 x 180 cm, 24 pajenn kartoñs, 7 ¤ al levr, evit bugale 0-3 bloaz

An Erminiged a heuilh pep darvoud bras bevet gant ar vugale. Ur skor talvoudus evit sikour ar re vihan kement hag ar re vras. Ganedigezh Ermione 978-2-84346-631-1 Ar familh Erminiged a vev sioulik en ur gêriadennig e Penn-ar-Bed. Met ur cheñchamant bras a zo war-nes c'hoarvezout. Kof Erminaig ar vamm a zo o kreskiñ buan hag Ermilin, ar mab, a zo ankeniet. War ar seblant e tegouezho un Erminig nevez a-benn nebeut-tre er familh…

Fuloret eo Ermilin 978-2-84346-634-2 Ermilin en deus kousket fall, grozmolat a ra. Pep tra a ya a-dreuz ! Dont a ra da vezañ ruz gant ar fulor ha terriñ a ra e c'hoariell gwellañ-karet. Erminoe a sikour gantañ evit diskoulmañ an traoù e-lec'h fuloriñ…

www.beluga-jeunesse.com www.coop-breizh.fr