An Etiopi, war roudoù an Abisini war Brezhoweb
An Etiopi, war roudoù an Abisini war Brezhoweb
An Etiopi, war roudoù an Abisini war Brezhoweb
An Etiopi, war roudoù an Abisini war Brezhoweb

Gwalennoù a vil vern he deus gouzañvet an Etiopi diwarne, ha n'eo ket bet aes dezhi 'pad pell desachañ evezh an douristed warni. Un teulfilm e brezhoneg da welout war Brezhoweb.

Gwalennoù a-vil-vern he deus gouzañvet an Etiopi diwarne, ha n'eo ket bet aes dezhi 'pad pell desachañ evezh an douristed warni.

Ar vro vras-mañ, 'zo div wech ledanoc'h he gorread evit hini bro-Frañs, 'gaver enni koulskoude lec'hioù istorel ha naturel diouzh an druilh. An teulfilm-mañ a gaso ac'hanoc'h da weladenniñ uhelgompezennoù hanternoz ar vro, o sevenadurioù, o c'henelioù hag o relijionoù lies o kenvevañ eno ur souezh.

Unan eus koshañ stadoù ar bed eo an Etiopi, dellezek eo da zesachañ evezh an holl war an Abisini gaer-se, a zo chomet dizro keid all amzer.

Un teulfilm e brezhoneg da welout war Brezhoweb adalek an 9 a viz Meurzh 2018. Teulfilm brezhonek https://www.brezhoweb.bzh/Teulfilmou_313.html da welet war lec'hienn Brezhoweb.