.
.

Kollet ez eus bet 100 000 brezhoneger en ur ober c'hwec'h vloaz, etre 2018 ha 2024. Penaos e vo an traoù a-benn 20 bloaz ? Abegoù da gaout spi zo memes tra ?

Betek bremañ e veze e soñj an dud war-dro 200 000 a vrezhonegerien bepred. Digresk a oa da c’hortoz met den ne gomze eus an dra-se. Betek ma voe embannet d’an 20 a viz Genver 2025 disoc’h enklask TMO gourc’hemennet gant Rannvro Breizh. Tremenet omp eus 207 000 da 107 000 brezhoneger en ur ober 6 vloaz, eus 2018 da 2024. Aet eo an dregantad a dud a gomz tamm pe damm brezhoneg eus 5,7 % da 2,7 %. Pebezh taol penn-bazh ! O vorgousket kement-se e oamp evit chom hep merzhout e oamp hanter varv dija ? Touellet penaos, touellet gant piv ? Ganeomp-ni hon-unan moarvat !

N’eus nemet 65 % eus an dud aterset hag a zo a orin eus Breizh. 35 % anezho a zo diavaezidi hag en o zouez estrenien da vat. Gwashoc’h eo eget e 2018 ma oa bet jedet 30 % a ziavaezidi. Ouzhpenn an drederenn eus ar boblañs n’o deus ket a liamm istorel gant ar vro. Penaos e c’hallfe ar re-se bezañ dedennet gant sevenadur Breizh ha nebeutoc’h c’hoazh gant ar brezhoneg ? War-bouez hiniennoùigoù zo, evel-just ! Setu tachenn an douaroù frouezhus strishaet da vat… Dav e vefe menegiñ ivez ar feur gouennañ e Breizh hag a zo war an diskar. Ma vez nebeutoc’h a Vretoned yaouank e vo nebeutoc’h a vrezhonegerien er skolioù, anat eo ! Ret e vefe kaout ur politikerezh emsavus evit an tiegezhioù ivez.

 Dre m’eo bet marvet kalz a vrezhonegerien e Breizh-Izel e kresk eus an tu all pouez ar vrezhonegerien e Breizh-Uhel. 81 000 anezho zo e Breizh-Izel (- 96 000), ha 23 000 e Breizh-Uhel (- 4000). Ur brezhoneger diwar pemp o vevañ e Breizh-Uhel enta ! Ken m’eo deuet ar feurioù a vrezhonegerien da vezañ tost a-walc’h an eil re ouzh ar re all en daou du eus ar vro : 2 % e Bro-Redon hag e Bro an Alre ; 3 % e Bro-Ploermael hag e Bro-Gwened, 4 % e Bro-Brest ! N’eus nemet e Kreiz-Breizh hag e Bro-Dreger e talc’h ar brezhoneg gant feurioù war-dro pe ouzhpenn 10 %.

 Evit kaout ur sell resis ouzh stad an traoù ez eo splannoc’h sellout ouzh ar sifroù ha n’eo ket ouzh an dregantadoù. Ar vrezhonegerien, a zo etre 15 ha 24 bloaz, a zo 8560 e 2024 e-lec’h 6210 e 2018, da lavaret eo + 2350. Ar re etre 25 ha 39 bloaz : 11770 e-lec’h 4140, + 7630. Ar re etre 40 ha 59 : 22470 e-lec’h 45540, - 10650. Ar re etre 60 ha 69 : 24610 e-lec’h 45540, - 20930. Ar re a zo ouzhpenn 70 bloaz : 39590 e-lec’h 117 990, - 78400.

 Hag er bloavezhioù a zeu ? Diaes eo jediñ ez-resis evel-just. Klasket e vo ober ur jedadenn memes tra a vras en ur zerc’hel kont eus ar c’hresk a zo bet e-pad ar 6 vloaz diwezhañ gant ar rummadoù oad etre 15 ha 24 bloaz hag etre 25 ha 39 bloaz. Ur c’hresk bihan-tre eo: 1663 brezhoneger nevez bep bloaz ! Lakaomp 2000 brezhoneger nevez bep bloaz. A-benn 10 bloaz e c’hallfe bezañ 107 000 - 39 590 + 20 000 = 87 410. A-benn 20 bloaz : 107 000 - (39 590 + 24610) + 40 00 = 82 800. Merzhout a reer, en desped d’an digresk c’hoazh, e chomfe stabil a-walc’h an niver a vrezhonegerien. Un niver bihan eo, gwir eo, a c’hall bezañ a bouez memes tra ma vez ar vrezhonegerien mennet start hag oberiant-tre er gevredigezh. Padal e yelo ar feur a vrezhonegerien war zigresk dre ma kresko poblañs hollek ar vro.

 Abegoù zo da gaout spi ? 34 % eus an dud a blijfe dezho gouzout brezhoneg e Breizh-Izel, 33 % e Breizh-Uhel. 72 % anezho a zo a-du gant muioc’h a gelennadurezh e brezhoneg ha 29 % anezho prest da lakaat o bugale da zeskiñ brezhoneg ; 74 % a du gant panelloù divyezhek ; 70 % evit ur chadenn skinwel pe skingomz e brezhoneg ; 56 % evit muioc’h a vrezhoneg er servijoù foran. Ar sifroù-mañ zo mat a-walc’h memes tra petra bennak m’emañ an disfiziañs e dazont ar brezhoneg war gresk : 43 % e 2024 e-lec’h 37 % e 2018. Gallout a reomp gounit muioc’h a vrezhonegerien oberiant avat. N’eus nemet 21%, 16%, 12% eus ar vrezhonegerien a selaou ar skingomz, a lenn levrioù, a sell ouzh ar skinwel alies. Diskouez a ra ar sifroù enta ez eus tachennoù bras da c’hounit gant ar c’hevredigezhioù c’hoazh gant ma vo labouret evit ar brezhoneg da vat ha n’eo ket evit ideologiezhioù ne ra forzh d’an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien. Ar brezhoneg da gentañ enta !

 Emil Granville - 25/01/2025.