328 vues

D'ar 6 a viz Gouere e tiskouezo Tro Dro Kemperle pinvidigezh ar vro

D'ar 6 a viz Gouere e tiskouezo Tro Dro Kemperle pinvidigezh ar vro

Tri zro vale 3, 10 ha 17 km, ur fest-deiz, komedianed ha sonerien war an hent, kezeg, kaiakoù, krampouezh hag istor kontet en ilizoù, er straedoù, e koad Toulfoen, met ivez gant diskouezadeg Marguerite Paulet, al livourez, ha diskouezadeg Labouradeg Rivière.

Ha war div skramm e vo filmigoù o kontañ buhez ar vro, evel hini Itron Pasco a oa pesketourez da 70 vloaz, war ur vag toul, gant ur roued toul, hag a werzhe an eoged niverus tapet ganti el Laita, e Lokmaria, e ostaleri an eog, ba Kemperle, a-raok bout tapet... gant ar jandarmed.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...