Put your name here

Tro dro Anjela, skrivagnerezed a vremañ : Laurence Lavrand ha Mai Ewen
Tro dro Anjela, skrivagnerezed a vremañ : Laurence Lavrand ha Mai Ewen

Annie Ebrel ba Karaez : he raktres arzel dezhi
En he aes,ar ganerez vrudet e Kleub ar Glenmor. O c'hortoz an dud gant e sae du, e chupenn jeans, prest da zisplegañ he raktres arzel, he raktres buhez
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 1/11/21 12:55 -- mis à jour le 01/11/21 12:55
Lellig, pladenn nevez Annie Ebrel :
Réalisation : Coop Breizh
(428 vues)

En he aes,ar ganerez vrudet e Kleub ar Glenmor. O c'hortoz an dud gant e sae du, e chupenn jeans, prest da zisplegañ he raktres arzel, he raktres buhez Leun ar sal gant an arvesterien, pennoù gwenn ha louet siwazh, evit selaou Annie, ar raktres "Lellig", krouidigezh ganet goude kinnig rener Amzer Nevez Plañvour. Bloavezh 1981 : bloavezh marv Anjela Duval. Goude kement a arzourien o doa enoret ar varzhez veur, setu Annie o kregiñ barzh, o vont da welet tud ar C'houerc'had o doa anavezet anezhi, o doa miret lizhiri, fotoioù. Gant Bastian Guillou, gant Ronan Ar C'hoadig, prezidant ar gevredigezh Mignoned Anjela he doa dibabet diskouez ha kempenn testennoù a denne eus buhez pemdeziek Itron Traoñ an Dour. Lizhiri he c'hoar, rimadelloù, marv an heol, un nebeut troidigezhioù en galleg...

Aze e vez adkavet Annie o lakaat barzhoniezh e dilhad Sul evel e bloavezhioù Dibenn. Ronan Pellen a oa aze ganti dija. Piano a zo bet ouzhpennet, mennozhioù souezhus, un doare all da lenn oberenn Anjela.

E gouel al levrioù e oa bet Louis Jacques Suignard o lenn he barzhonegoù, met ivez Christel le Gwenn a sine he bandenn treset ken brav : "Anjela".

Lidet e oa mat ar varzhez, gant un delwenn a lak anezhi tost ha pell. E kichen c'hoarezed Goadeg e vo bremaik.

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 8 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.