



Evit an drivet bloaz ha tregont e savo Ar Falz he staj brezhoneg a vo dalc'het e Bihui-an-Dour, e fin ar viz Eost 2011. Yezh, gant ur live 4 evit mont pelloc'h, istor, buhez an dud diwar-dro, sevenadur, kanaouennoù, a-gevret gant kelennerien a-dres
Evit an drivet bloaz ha tregont e savo Ar Falz he staj brezhoneg a vo dalc'het e Bihui-an-Dour (Mor-Bihan) ar wezh-mañ e fin ar viz Eost 2011 : d'an 22 d'ar 26.
Petra eo staj Ar Falz ?
— Ur staj yezh
Gant ar c'hentelioù, ar stalieroù, ar c'han ez eus tu da bep heni da zeskiñ, da beurzeskiñ pe da wellaad e vrezhoneg. Klask a reomp ober gant ar brezhoneg ar muiañ ma c'hellomp. Klevet e vo KLT ha gwenedeg e-pad ar staj.
— Ur staj sevenadur
Dre ar baleadennoù, an diskouezadegoù hag an divizoù diouzh an noz, e kavo kement heni un tañva eus sevenadurioù ar vro : istor, lennegezh, buhez an dud...
— Mont pelloc'h gant ar yezh
Ouzhpenn al liveoù a vez kavet e kement staj brezhoneg a zo, e kennig Ar Falz ul live uhelloc'h, d'ar studierion ha d'an danvez kelennerion. Eno gant alioù kelennerion a-dres, e vez studiet testennoù lennegel, kazetennerezh, pe c'hoazh poentoù yezhadur resis (fazioù gwraet gant an nevez-vrezhonegerion, liveoù ha stummoù yezh, hag a beb sort...)
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !