Gervel a ra Strollad Breizh kemer perzh er vanifestadeg a vo dalc’het e Roazhon d’ar Sadorn 17 a viz Mae da 2 eur g.m. evit harpañ sevenadur Breizh hag e implijoù, e Diwan da skouer, hag ivez goulenn ur politikerezh yezh dereat.
Gwall nec’hus eo an traoù : un digresk spontus en niver a vrezhonegerien, fin ar c’hontradoù skoazellet gant ar Stad evit meur a gevredigezh, serret an embregerezh Coop Breizh hag ar greizenn sevenadurel Amzer Nevez, un digresk bras eus skoazelloù arc’hant ar strollegezhioù foran, dreist-holl gant Rannvro Broioù al Liger ha Kuzulioù-departamant Il-ha-Gwilen ha Liger-Atlantel, skodennoù-skol n’int ket paeet gant kumunioù zo, n’eo ket doujet ouzh an emglev Stad-Rannvro. Kement-se en un aergelc’h tagadennoù a-enep sevenadur ha yezh Breizh abaoe 2023 : koulzad mediaoù Benjamin Morel, an diskouezadeg « Celtique ? gant Mirdi Breizh, distrujet panelloù e brezhoneg… ha respont ebet a-berzh politikourien ar vro.
Goulenn a ra Strollad Breizh un talbenn unanet evit difenn aktourien sevenadurel ha yezhel ar vro hag an implijoù a grouont. Goulenn a ra adtapout ar yezh en he flas dereat er gevredigezh, dreist-holl dre ur statud ofisiel hag ur politikerezh youlek war dachenn ar sevenadur met ivez an embregerezhioù hag ar mediaoù. Plediñ a ra Strollad Breizh ivez evit kaout ur statud a-ratozh evit rouedad diazez ar skolioù soubidigezh Diwan, ar gwarant nemetañ evit bezañ padus. War dachenn an Ensavadurioù politikel, goulenn a ra ma vo krouet ur Ministrerezh breizhat evit ar Sevenadur gant treuzkas ar yalc’hadoù budjed eus ar Stad c’hall da Rannvro Breizh adunvanet.
Gervel a ra Strollad Breizh manifestiñ skoaz-ouzh-skoaz gant aktourien ur sevenadur breizhat birvidik, poblek ha kaer. Ur bobl omp-ni ha reizh eo hor stourm !
Burev Strollad Breizh.
——————————————
Le Parti Breton / Strollad Breizh appelle à participer à la manifestation qui se tiendra à Rennes / Roazhon le samedi 17 mai à 14h pour soutenir la culture bretonne et les emplois qui en découlent, notamment à Diwan, ainsi que pour obtenir une politique linguistique digne de ce nom.
Le constat est alarmant : chute du nombre de locuteurs du breton, fin des contrats aidés attribués par l’Etat pour de nombreuses structures associatives, fermetures de l’entreprise Coop Breizh et du centre culturel Amzer Nevez, baisse drastique des aides des collectivités publiques, en particulier la Région Pays de la Loire et les Conseils départementaux d’Ille-et-Vilaine et de Loire-Atlantique, non-versement du forfait scolaire par certaines communes, non-respect de la convention Etat-Région. Tout cela dans un climat d’attaques ciblées contre la culture et la langue bretonnes depuis 2023 : campagne médiatique de Benjamin Morel, exposition « Celtique? » du Musée de Bretagne, dégradations de panneaux en breton… et sans réaction de la classe politique bretonne.
Le Parti Breton / Strollad Breizh appelle à faire bloc pour défendre les acteurs culturels et linguistiques bretons et les emplois induits. Il appelle à rendre à la langue la place qu’elle mérite dans la société, notamment par un statut officiel et une politique volontariste dans la culture mais aussi l’entreprise et les médias. Le Parti Breton / Strollad Breizh défend aussi un statut spécifique pour le réseau essentiel des écoles immersives Diwan, seule garantie de leur pérennité. Enfin, sur le plan institutionnel, il appelle à la création d’un Ministère breton de la Culture avec transfert des dotations budgétaires de l’Etat français à la Région Bretagne réunifiée.
Le Parti Breton / Strollad Breizh appelle à manifester aux côtés des acteurs d’une culture bretonne vivante, populaire et belle. Nous sommes un peuple et notre cause est juste !
Le bureau du Parti Breton / Strollad Breizh.