Kemerit perzh e klip Redadeg 2018 – Betek an trec'h ! Un tuto evit kompren gwelloc'h : LIAMM_YOUTUBE_TUTO « Betek an trec'h » eo kanaouenn ofisiel Redadeg 2018. Evit lakaat anezhi war wel ez eus bet soñjet goulenn diganeoc'h kemer perzh c'hwi ivez er c'hlip ha reiñ buhez d'ar video. Ret e vo deoc'h kanañ ar pozioù pe klask mouskanañ anezho hag e c'helloc'h bezañ gwelet e klip ofisiel ar Redadeg 2018. Ar re farsusañ, souezhusañ, dirolletañ a vo dibabet e-barzh ar c'hlip. Setu un nebeud kuzulioù : Gant peseurt dafar : Ur pellgomz, benveg foto pe kamera evit ar skeudenn Ur pellgomz all pe un urzhiaterez gant songreskerioù evit ma klevfec'h ar ganaouenn (Pellgargañ ar ganaouenn), (ret eo klevet mat ar ganaouenn evit ma c'hellfemp keitañ gant ar sonerezh). Ar pozioù evit pleustriñ warno En em filmit : O kanañ ar ganaouenn hag an diskan (d'an nebeutañ unan eus ar pozioù-kan hag an diskan) O tañsal pa vez sonerezh salsa Hoc'h-unan e mod selfi Gant ho strollad mignoned, a-drugarez d'ur c'hamalad filmer Gant ho tud-kozh vousc'hoarzhus Gant ho loen muiañ-karet Diroll, treuzwisket pe gant dilhad ar pemdez, laouen bepred En diavaez-vro, dirak lec'hioù dibar a lako ar Redadeg da veajiñ O redek, o treiñ warnoc'h hoc'h-unan hag o kanañ war un dro Oc'h ober van da seniñ gant ur benveg ! Air gitar, air-trompuilh... Grit ur video hir a-walc'h evit ma c'hellimp dibab peseurt mare lakaat ac'hanoc'h er c'hlip ! Deiziad: Kasit ar skeudennoù-se, dre ho pellgomz pe urzhiaterez, a-raok ar 4 a viz Meurzh 2018, d'ar chomlec'h : https://www.dropbox.com/request/RAUDRyzDxxJmJLGfyApG Skouer - Un happening graet e Douarnenez : https://youtu.be/gFXklq9d57E https://youtu.be/gFXklq9d57E