Golo  Àr an daoulin, oberenn Yann-Bêr Kalloc’h
Golo Àr an daoulin, oberenn Yann-Bêr Kalloc’h © ABP

Kentañ embannadur skoueriekaet Àr an daoulin, oberenn Yann-Bêr Kalloc’h, zo o paouez dont er-maez gant Embannadurioù Aber.

a-berzh Aber :

Kentañ embannadur skoueriekaet Àr an daoulin, oberenn Yann-Bêr Kalloc’h, zo o paouez dont er-maez gant Embannadurioù Aber.

Ouzhpenn testennoù ar barzh, e vo kavet amañ digoradurioù ha rakskridoù d’an embannadurioù kent, taolennoù ha notennoù niverus, ha kement tra a c’hell pinvidikaat hon anaoudegezh eus oberenn Kalloc’h, a zo unan eus diazezerion al lennegezh vrezhon arnevez.

Skoueriekaet ha notennaouet gant Loeiz Moulleg, en deus kaset da benn ul labour dreist, e vo hep mar an embannadur-mañ embanndur-dave Àr an daoulin.

Àr an daoulin – 14x20 – 286p. 14€

ISBN 978-2-916845-43-2

E gwerzh gant Aber hag el levrdioù

Erwan ar Menn

Aber est une revue littéraire en breton.Les résumés sont en anglais. C'est aussi une maison d'édition qui publie des oeuvres en breton