Anavezout a rit, sur a-walc’h, ar Barzhaz Breizh.
An dastumad kanaouennoù pobl breizhek eus an XIXvet kantved, a-bouez-tre evit an hengoun dre gomz e Breizh. Ul levr hag en doa graet berzh pa oa deuet er-maez ha lakaet hengoun hag istor Breizh ouzh ar c'hiz 'ba Europa.
Met petra a ouzomp diwar-benn e skrivagner, Kervarker, anv-pluenn Theodore Hersart ar Villemarque ?
Ha penaos emañ kont gant tabut ar Barzhaz Breizh ? Ha ma vefe bet ijinet danvez al levr ken pouezus-se gant e skrivagner ?
Sed aze danvez ar video-mañ gouestlet da vuhez hag oberennoù Kervarker !
Istitlet e galleg hag e brezhoneg.
0 | 0 | Tweet |
|