<i>Les Ploucs ou la révolte des Bagaudes. Essai de chronique paysanne. Époque (alibi) fin du IVe siècle ap. J.-C. Lieu Armorique gallo-romaine.</i> eil emb. e galleg.   L'Harmattan 1979 (ha 2004) goude an emb. kentañ : <i>Les Ploucs - essai de chronique p
Les Ploucs ou la révolte des Bagaudes. Essai de chronique paysanne. Époque (alibi) fin du IVe siècle ap. J.-C. Lieu Armorique gallo-romaine. eil emb. e galleg. L'Harmattan 1979 (ha 2004) goude an emb. kentañ : Les Ploucs - essai de chronique p


Ereg a gare ar vro-se. D'e soñj e kare anezhi gwelloc'h ha kreñvoc'h eget an dud bet ganet enni. Eñ, ne oa ket genidik eus ar vro. Deuet e oa eus un tu bennak all. Ne oa ket bet diaes dezhañ feurmiñ un atant digant Pennkaol. Ar maezioù a oa troet da zidudañ.

Ereg a gare ar vro-se. D'e soñj e kare anezhi gwelloc'h ha kreñvoc'h eget an dud bet ganet enni. Eñ, ne oa ket genidik eus ar vro. Deuet e oa eus un tu bennak all. Ne oa ket bet diaes dezhañ feurmiñ un atant digant Pennkaol. Ar maezioù a oa troet da zidudañ. Abaoe ur pennad ez ae kuit ar baotred, dreist-holl ar re yaouankañ. Ne 'z ae ket mat an traoù. Tiegezh Pennkaol a yae da fall ivez. E dad a oa bet un aotrou pinvidik ha galloudus : politikerezh en doa graet. E dad-kozh a oa bet ur wech betek Roma. Pennkaol a yae war ziskar, a c'hellfed lavarout.

Dediet e oa bet al levr-mañ "d'ar gen Emsav ha d'an holl strolladoù a emsaverien", e Bro Vigoudenn hag e lec'h all, hiziv ha warc'hoazh, graet Bagaudoù anezho gant Youenn Cóic.

"Les Ploucs" a zo ul levr sebezus anezhañ, bet skrivet e penn kentañ ar bloavezhioù dek ha tri-ugent gant un istorour e spered leun a yaouankiz hag a frankiz, da zizoleiñ en-dro e brezhoneg.

Embannet gant : "Mouladurioù Hor Yezh" 15 € (+ 3 € evit ar mizoù-kas) 14,8 x 21 cm 172 pajenn Skigner : Coop Breizh ISBN 978-2-86863-158-9

"Mouladurioù Hor Yezh" 14 Louzaouenn-an-Hañv 22300 Lannuon/Lannion 02 96 48 03 00 kab@brezhoneg.org