Ar paotrig bara mel ha roue al laboused

Setu daou istor kontet en brezhoneg hag un tammig en galleg ...

Ar pedervet abadenn er mediaoueg evit tañva ar brezhoneg

Istor ul labous hag ur c'hazh, istor roue al laboused, kanaouenn "A benn dilun me yay d'ar foar", istor hir ar "veaj vras" hag ar paotrig bara mel, ha setu un abadennig un eurvezh kinniget da driwec'h a dud, pevar bugel en o zouez.

Plijadur 'zo bet, daoust d'ar c'heriaoueg pinvidig implijet gant Suzanne, met a drugarez da re oa o treiñ un tammig (diverradenn ar pezh oa bet lavaret e brezhoneg) laouen an holl da vezañ desket daouzeg ger e brezhoneg ha da adkavout gant mouezh Denise hini mamm gozh pep hini, an hini a gomze yezh ar vro ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...