Rue 89, Mediapart,... a zo anezho evit bezañ kelaouet e Bro-C'hall. Ha ma teuef an ABP a-benn da grouiñ ar media-se a vank kement deomp ? Dre lakaat ar re all da gemer perzh, dre vicherelaat, dre c'houlenn digant ar re a zo prest da skoazellañ ur media emren da ziorren ...

Eizh vloaz' zo dija e skign ABP keloù dre ar vro war al lec'hienn ijinet gant ur webmaster, tremenet gantañ 20 vloaz er Stadoù-Unanet evit Herald Tribune. Distroet da Vreizh, souezhet gant doaeroù ar vro, al lezennoù, ken boas e oa ouzh doareoù Chomsky, pe ouzh an doare amerikan da welout an traoù...

Abaoe disadorn ez eus bet dibabet ur rener evit ar gazetenn enlinenn, bouetet gant ur bern kenskrivagnerien. Neuze e vo Fabien Lecuyer a raio war-dro ar c'hudennoù embann, Philippe Argouarc'h a raio war-dro al lodenn deknik (mediaoù nevez, Twitter, Facebook, video ...). Hiziv an deiz e vez etre 40 000 ha 90 000 klik pep miz war ABP (sifroù 2010/2011).

Meur a vennozh a zo bet silet : un talk-show e galleg pe e brezhoneg, war-eeun, gant tud a-dreñv ur webcam, pennadoù troet e saozneg evit ma vefe aesoc'h d'ar re a zo o chom en Iwerzhon pe er Stadoù-Unanet da gompren ar pezh a c'hoarvez e Breizh, an e-business evit ar gazetennerien o dije c'hoant da vezañ paeet evit o labour (evit poent ez eus ur bern tud a labour evit netra, un nebeudig anezho nemetken a c'hell bezañ gopret).

Ar pal : lakaat ABP da vezañ implijet muioc'h-mui, gant ar re yaouank ha gant ar re gozh, gant ar re a raio politikerezh ha buhez kevredigezhel ha sevenadurel Breizh. Kenlabourat gant ar mediaoù all, gwerzhañ pe reiñ pennadoù, filmoù, fotoioù. Gallout a raio degemer tud o deus c'hoant da skrivañ, tud a youl-vat ha tud a-vicher, o chom hep meskañ bruderezh pe politikerezh.

Klasket e vo kazetennerien yaouank (ha kozh !) e pep lec'h e Breizh. Ur chañs eo evit ar brezhoneg. Aes eo pellgargañ pennadoù ha filmoù ABP. Enlinenn e chomont, n'eo ket evel ar re all, a ya kuit goude ur sizhunvezh... Hag evit paeañ an dud e vo lakaet ur sistem e plas. Met se vo kontet deoc'h diwezhatoc'h !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...