Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
C'hoarioù taol e brezhoneg e-leizh 'ba deiziataer Brezhoweb !
Deskiñ ar yezh 'zo mat met ret eo implij anezhi evit hi lakaat da vezañ bev. Ar c'hoarioù taol 'zo un digarez a-feson evit en em gavout ha komz asambles !
Florent Grouin Par BREZHOWEB le 5/01/24 15:29
Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Genver 2024 ? - Deiziataer Brezhoweb : Skipailh Brezhoweb a souet ur bloavezh mat deoc'h !
Réalisation : Brezhoweb
(478 vues)
59017_1.png
Dewi a ginnig deoc'h al levrioù !

Miz Genver, miz ar c'hoarioù taol ?

Setu tem deiziataer Brezhoweb miz Genver 2024.

Klasket hon eus renabliñ an abadennoù gouestlet d'an doare plijus-se d'en em gavout.

Met ma vez aozet traoù seurt-se ganeoc’h ha n'oc'h ket a-barzh, lârit deomp !

Lakaet 'vo ar pezh a rit war-wel ar mizioù o tont.

Kavet 'vo ganeoc’h ivez levrioù, pladennoù, podkastoù ha videoioù 'ba 'n deiziataer, evel boaz !

Plijadur 'vez bepred gant ar brezhoneg !

Voir aussi :
1  0  
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Gwelout pennadoù all BREZHOWEB
Vos 1 commentaires :
Naon-e-dad Le Lundi 15 janvier 2024 17:51
Kiniget eo gant Gentas BUHE ul levr diwar-benn bro-Leon (Line Marnee). Mat.
.
Mes dav eo mennegiñ emañ an den e fouez-mouez hini bro-Wened. Mat ivez.
.
Nemet n'on ket sur e vo menneget an dra-se (ur Gwenedour eo, gantan pouez-mouez ha yezh bro-Wened, hag a gomz komz diwar-benn ul levr a vro-Leon ) gant an holl, deraouidi pe tud a vro estren en o souez.
.
Din-me e vefe brav enskrivañ e-kichen anv an hini a gomz peseurt yezh (Gwenedeg, KLT) a zo implijet gantañ.
.
notenn: Gentas BUHE , qui présente un livre sur le Leon, s'exprime en vannetais. Fort bien. Mais il serait utile, à mon sens, de préciser cela à côté de son nom (lorsqu'il apparait à l'écran). Il est possible que des débutants ou des apprenants vivant dans des pays étrangers penseront que sa langue est celle du Leon. J'ai déjà été témoin de confusions analogues, dans l'esprit de personnes venues au breton de fraîche date, et donc manquant de repères pratiques. A galon.
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons