Brezhoweb a ginnig deoc'h ur film bevaat nevez ha digoust e brezhoneg e-pad ar vakañsoù.

Ar film bevaat nevez "Ar Vigornez hag ar Balum" da welet war Brezhoweb e-pad ar vakañsoù !

"<i>Ar Vigornez hag ar Balum</i>" un istor moutik da welet e-pad ur miz war Brezhoweb.
"Ar Vigornez hag ar Balum" un istor moutik da welet e-pad ur miz war Brezhoweb. CC-BY-SA

"War karreg ur porzh kozh e kav hir he amzer ar vigornez vunut, an hunvre ganti beajiñ dre ar bed.

En em gavout a ra, un deiz, ur pezh balum askellek hag a ginnig kas anezhi gantañ dre ar meurvorioù.

Ur veaj brav ha marvailhus a reomp a-drugarez d’ar vignoniezh dic’hortoz-se, a gas ac’hanomp eus pezhioù pikolioù traoù d’ar re vunutañ."

Ur film bevaat moutik-tre evit ar familh a-berzh, adalek 5 bloaz memestra, da welet e-pad ur miz war Brezhoweb !

BREZHOWEB

La seule télé 100 % en langue bretonne ! Magazines, films, documentaires, émissions jeunesse, dessins-animés, séries, sitcoms... Retrouvez en streaming gratuit vos émissions et séries TV en breton en replay ou en direct de 18h à 22h30 sur Brezhoweb. En savoir plus