Dindan lagad ar stered

Barzhoneg ar plac\'h dougerez gant Bernez Tangi

Amzer nevez ar varzhed o kenderc'hel gant Bernez Tangi ha "Torfed ar vilin"

Amzer nevez ar varzhed o kenderc'hel gant Bernez Tangi ha "Torfed ar vilin"

Setu ul lodenn eus ar barzhoneg :

Pa oa Mai o vont d'ar stêr

E kane an nevez-hanv

C'hwitellet rae an naer

Wisk la bibañv bibañv

Heuliañ 'rae ar wenodenn

'vel ma vije bet ' tañsal

Leun he c'horf a startijenn

Gouez evel un aneval

Ar plac'h a oa dougerez

Dougen a rae prinsez ar bed

Hi a vefe pennhêrez

ar c'haerañ roz zo bet

Taolet he deus he botoù

he doa c'hoant nijal skañv

Netra war lerc'h he roudoù

met ur frond eus ar c'hwekañ

Liv ar brulu, c'hwez ar foenn

a lakae he fenn da drein

strebotin ' rae war mein an hent

O ! he c'halon skañv o skein....

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...