Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ar Priz lennegel e brezhoneg 2014
Gant Yann Gerven eo aet ar priz lennegel e brezhoneg 2014, ur priz a vez deroet gant ker Wened bep bloaz abaoe 2011 , evit e zastumad danevelloù a zo
Yann An Aod Par Kelc'h Sevenadurel Gwened le 22/06/14 20:36

Gant Yann Gerven eo aet ar priz lennegel e brezhoneg 2014, ur priz a vez deroet gant ker Wened bep bloaz abaoe 2011 , evit e zastumad danevelloù a zo e ditl « Traoù nevez », embannet gant Skol Vreizh.

Ar vrud en deus Yann Gerven da sevel skridoù gwriet mat gant ur yezh pinvidik, bev ha resis, gwir mat eo !

Ur gwir blijadur e vo da Yann Lenner lenn an danevelloù-se a zo koñtet enne tammoù buhez tud a Vreizh-Izel kaset-digaset er bed hiziv. Daou live lenn zo e skridoù Yann Gerven, ur stil dezhañ e-unan, rak en desped d'ar fent ha d'ar goapaerezh silet en e oberennoù ez eus peadra da brederiañ un tammig war diaesterioù ar vuhez pemdeziek hag o fouez.

Da bep hini e lod, neketa ?

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons