Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Priz lennegel kêr Gwened
Priz lennegel kêr Gwened
- Agenda -
Ar priz lennegel e brezhoneg 2016 e Gwened
Evit ar c'hwec'hvet gwezh e vo deroet ur priz lennegel d'un oberenn savet e brezhoneg da-geñver Saloñs al levrioù Gwened, etre an 10 hag an 12 a viz Even 2016.
Yann An Aod Par Kelc'h Sevenadurel Gwened le 16/05/16 11:24

Evit ar c'hwec'hvet gwezh e vo deroet ur priz lennegel d'un oberenn savet e brezhoneg da-geñver Saloñs al levrioù Gwened, etre an 10 hag an 12 a viz Even 2016.

E-giz bep bloaz , da vare tantad Sant Yann,e vez aozet fest bras al levrioù e Gwened. Un degouezh eo da lakaat an heol da barañ war hor yezh-ni, war ar brezhoneg e bed bras al lennegezh ha d'ober anaoudegezh gant skridoù nevez, gwriet mat hag ijinet brav gant hor gwellañ skrivagnerien awenet o fluenn.

Evit ar priz lennegel 2016 ez eus bet lakaet c'hwec'h oberenn war ar renk ha setu ar roll anezho :

- "Milio hag ar viziterien noz" gant Annie Coz e ti-embann Skol Vreizh

- "Merc'hed gwisket e du" gant Riwal Huon e ti-embann Al Liamm

- "N'eus ket a garantez eürus" gant Goulc'han Kervella e ti-embann Skol Vreizh

- "Diskrap e Skrabyar" gant Yann Gerven e ti-embann Al Liamm

- "Divemor" gant Pierre-Emmanuel Marais e ti-embann Al Liamm

- "Bara Brith" gant David ar Gall e ti-embann Al Liamm

Gant piv ez aio ar maout ar wezh-mañ ?

Embannet e vo war ar groaz d'ar gwener 10 a viz Even e liorzhoù ar mogerioù-kreñv e Gwened.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons