Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Ar priz lennegel Sten-Kidna Le long cours du Bono a vo roet d'ar 6 a viz Mezheven

Roet e vo ar priz lennegel « Sten-Kidna-Le long cours du Bono » d'ar sadorn 6 a viz Mezheven

Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 25/05/15 21:59

Roet e vo ar priz lennegel « Sten-Kidna-Le long cours du Bono », bet krouet e 2008 get kumun ar Bonoù evit enouriñ ul levr faltazi nevez embannet e brezhoneg (romantoù pe dastumadegoù danevelloù), d'ar sadorn 6 a viz Mezheven, 11e30, er Bonoù, en davarn "Le p'tit mousse", get ar maer ha tud ar juri bet tolpet get Kerlenn Sten Kidna.

Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono 2015 :

- Ar waremm vras, Youenn Kervalan, Al Lañv, 2013

- Bigorned sukr ha bara mel, Fañch Peru, Skol Vreizh, 2014

- Bizied Eva, Katelin Kerisit, An alarc'h embannadurioù, 2013

- Koll atav, Gégé Gwen, Skol Vreizh, 2013

- Milendall, Yann Fulup Dupuy, An alarc'h embannadurioù, 2013

- Yudal, Erwan Hupel, Al Liamm, 2013.

Ar skrivagnerien priziet dija :

- 2009 : Mich Beyer/Etrezek an enez

- 2010 : Herve Gouedard/Liñvadenn Kastellaodren

- 2011 : Riwall Huon/Ar marc'h glas

- 2012 : Yann Bijer/Torrebenn

- 2013 : Aziliz Bourgès/An diaoul ouz taol ; priz ispisial ar juri da Daniel Doujet.

- 2014 : Yann Gerven/Traoù nevez ; priz ispisial ar juri evit Herri ar Borgn.

Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo, 56400 An Alre

Pellgomz : 02 97 29 16 58, STENKIDNA 2 [at] wanadoo.fr, www.kerlenn-sten-kidna.com

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 4 ?