Résultat du vote
Résultat du vote

Diriaou 14 a viz Genver e veze studiet gant ar Vodadenn Vroadel ur c'hinnig lezenn gant ar c'hannad Paol Molag diwar-benn ar yezhoù minorelaet. Korbellet eo bet an destenn gant

Diriaou 14 a viz Genver e veze studiet gant ar Vodadenn Vroadel ur c'hinnig lezenn gant ar c'hannad Paol Molag diwar-benn ar yezhoù minorelaet. Korbellet eo bet an destenn gant ar strollad sokialour daoust d'ar gannaded all, a bep tu, bezañ bet degemeret ar melladoù unan hag unan just a-raok. Mezhus e kav strollad Ai'ta! an doareoù-se d'ober.

Ur doare da vont war-raok goude nac’hadenn ar senedourien, d’an 28 a viz Here tremenet, da votiñ al lezenn evit gwiriekaat karta Europa ar yezhoù minorelaaet e oa ar c’hinnig lezenn-se. Gant 5 mellad e oa treut an danvez, met peadra da suraat mont en-dro ar skolioù Diwan ha da ziorren muioc'h ar c'helenn divyezhek publik a oa. Anv 'oa ivez da gadarnaat ar panellerezh divyezhek ha da glask kreskiñ plas hor yezh e bed ar c'hleweled.

Degemeret eo bet holl melladoù ar c'hinnig lezenn gant ar gannaded, a-enep da ali ar gouarnamant, met da boent votiñ war hollad an destenn o deus goulennet kannaded ar strollad sokialour "mouezhiañ foran", ha neuze lakaat kannaded ezvezant da votiñ. Korbellet an destenn eta, 14 mouezh a-enep da 13.

Gortoz e yafe ar c'hinnig lezenn d'ar Sened evit kempenn ha gwellaat melladoù a vije bet posubl, met kavet o deus gwelloc'h kannaded ar strollad sokialour skarzhañ diouzhtu an destenn.

Oberiant-tre eo bet ar gannaded Molac ha Le Fur a-hed ar prantad evit sevel un dedennus, harpet gant kannaded all a bep tu, en o zouez an Ao. De Rugy. Kannaded all Breizh avat n'int ket bet gwelet, padal e plij dezho embann disehan pegen tomm eo o c'halon ouzh ar brezhoneg !

Enebiezh daonet ar sokialourien er Vodadenn Vroadel ha dilennidi ar strollad Republikaned er Sened a-enep ar yezhoù minorelaet a ziskouez splann ur wech c'hoazh n'eo nemet drezo o unan e c'hello ar Vretoned cheñch penn d'ar vazh evit o yezh.

Munudoù ar votadeg :

Ar re o deus votet a enep ar raktres-lezenn :

Ibrahim Aboubacar (Mayotte) PS Yves Blein (Rhône) PS : Ne oa ket amañ, galloud roet evit an abeg "e kefridi pe klañv" Patrick Bloche (Pariz) PS Émeric Bréhier (Seine et Marne ) PS Jean-Jacques Bridey (Val de Marne) PS Valérie Corre (Loiret ) PS Pascal Deguilhem (dordogne) : Ne oa ket amañ , galloud roet evit an abeg "e kefridi pe klañv" Yves Durand (Nord) PS Anne-Christine Lang (Pariz) PS Jean-Luc Laurent (Val de marne) PS Dominique Lefebvre (Val d'Oise) PS Michel Pouzol (Essonne) PS Christophe Sirugue (Saône et loire) PS : galloud roet evit an abeg "e kefridi pe klañv" Pascal Terrasse (Ardèche) PS : galloud roet evit an abeg "e kefridi pe klañv"

Ar re o deus votet evit ar raktres-lezenn :

Brigitte Allain (Dordogne ) EELV Danielle Auroi (Puy de Dôme ) EELV Denis Baupin (Pariz) EELV Michèle Bonneton (Isère) EELV Cécile Duflot (Pariz) EELV François-Michel Lambert (Bouches du Rhône) Ecologistes Véronique Massonneau (Vienne) Ecologistes Paul Molac (Mor-bihan) UDB Barbara Pompili (Somme) Ecologistes) François de Rugy (Liger-Atlantel) Ecologistes Jean-Noël Carpentier (Val d'Oise) PRG Paul Giacobbi (Korsika) PRG Marc Le Fur (Aodoù-an-Arvor) LR