Pevar rummad oad o redek

Aterset gant Johanne ha Salome setu daou dad, ur vamm-guñv, ur paotrig bihan hag ur c\'hrennard o lavarout o soñj diwar-benn ar redadeg.

Tud mennet, plijet, ne baouezent ket da selaou ton "Redadeg daou vil dek, redomp evit ar brezhoneg". Kalz plijadur o deus bet ar rederien o kemer hent Toulfoen, a oa brudet evit pardon Sant Moris gwechall

Tud mennet, plijet, ne baouezent ket da selaou ton "Redadeg daou vil dek, redomp evit ar brezhoneg".

Kalz plijadur o deus bet ar rederien o kemer hent Toulfoen, a oa brudet evit pardon Sant Moris gwechall. Gant Anne-Mari oa bet kontet istor ar vro, kanet tonioù dastumet ganti ba Kloar, hag ar rederien niverus e Kemperle ha Banaleg (a-drugarez d'ar vugale ha d'o skolaerien).

Krennarded skolaj Diwan Kemper a oa kalzig ivez. Surentez efedus, daoust d'ar chamonioù a oa stank war an hent. Ur c'harr samm hir gant ar blenier o pellgomz en deus lakaet meur a hini da gaout aon !

Mod-all, kouezhet eo Frederique gant he gamera Frans3 deus ar c'hamion, brav vo ar film met marteze e vo diaes dezhi kerzhout war lerc'h.

Gourc'hemmennoù da Erik Oudart hag Yvan Kerever evit tout al labour kaset da benn a-hed ar bloaz hag hiziv. Redek a raent e pep lec'h !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...