Start e oa bet e kerioù bihan gant nebeut a dud, ha koulskoude

Rosporden : sioul ar c'hreiz-kêr da 4 eur goude merenn, ma ne vefe ket bet an Euskariz o plantañ un tammig reuz. Ur wech degouezhet ba Banaleg e oa kalz muioc'h a lañs gant sonerien ar bagad, bugale ar skolioù, krennarded dreist-holl hag ar maer mar plij, o redek dirak ar re all ... hag o kemer un hent all ! Krediñ a rae e oa moaien d'ar redadeg chom a sav. Neuze chomet eo war bord an hent, souezhet.

E Sant Turian e oa skipailh NPK ha skipailh Fest al leur, gant souezhadennoù, ur pemoc'h gant moc'higoù war roudoù ! Hag e Kerien e oa ar maer o redek ivez, met gant ur bugel nemetañ, daoust d'ur c'hlas divhezhek nevez digoret.

E Tremeven, nebeut a dud siwazh, met tud a galite : familh Bernez Tangi o redek daou gilometrad, Olwen, Branwen ha Gwion, ha war lerc'h familhoù Ronan Debel ha David ar Gall.

Oc'h erruout e Kemperle, just goude Tremeven, setu ur bagad 20 bugel o redek hardi betek plasenn Jean Jaurès e lec'h oa 150 den oc 'hortoz, ha neuze, war bali an ti-gar, pebezh jabadao, luganioù en euskareg "tipaitapatipita ... Korrika !!!", ha bugale o pignat betek hent Molan.

Distroet ar familhoù goude, pik nik asambles gant an Euskariz, sonerezh, renkañ, ha redek adarre warc'hoazh evit an devezh diwezhañ e Douarnenez. Warc'hoazh ... met hiziv eo dija ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...