Implij ar vaionetez er C'hentañ Brezel-bed

Réalisation : Brezhoweb – 638 vues

Stummet e oant ar soudarded war droad implij ar vaionetez, met e gwirionez, ne gloke ket mui gant ar brezel !

'Ba rann nevez An Istor Livet-mañ, e vez lakaet ar gaoz war implij ar vaionetez er C'hentañ Brezel-bed

N'eus ket pell 'zo e oa an 11 a viz Du, fin ar C'hentañ Brezel-bed.

Ar vaionetez a oa lesanvet ar "Rosalie" hag e oa bet skrivet ur ganaouenn diwar he fenn gant Théodore Botrel.Ar vaionetez a oa lesanvet ar "Rosalie" hag e oa bet skrivet ur ganaouenn diwar he fenn gant Théodore Botrel. photographe

Diaes eo soñjal en emgannoù ar Brezel Bras hep ar baionetezoù, arouez ar soudarded kalonek hag enorus.

Met ar brezel-se 'zo bet unan eus ar brezelioù greantel kentañ.

Hag e gwirionez ne oa bet e 1914-1918 nemet 1 % eus an dud lazhet gant ur vaionetez.

Met ar skeudenn-se a servije da sevel skeudenn ur soudard kadarn ha kalonek e-barzh penn an dud.

Setu tem rann nevez An Istor Livet, an abadenn nevez evit ober o stal da c'hlichedoù an istor !