Lizher digor da zilennidi Rannvro Breizh, reoù ar 5 departamant hag ar strollegezhioù lec'hel
Araok ma vo dalc'het e vo d'ar 28 a viz Even ur guzuliadeg tiriadel war dazont ar brezhoneg o vodañ dilennidi rannvro Breizh, dilennidi diazezadur publik a genlabour etrekumunel (DPKE) , kevredigezhioù strollegezhioù tiriadel hag emañ o paouez votiñ departamant ar Mor-Bihan ur skoazell 1 million a euroioù evit Iliz Itron-Varia Pariz, e embann 40 kevredigezh int nec'het bras. Stadañ a reont ne c'heller ket ken mont war raok hep ur gwir skoazell digant strollegezhioù lec'hel Breizh.
Commentaires (1)
Panevefe skolioù DIWAN, DIHUN, DIVYEZH ha forzh petra tro-dro d'hon sevenadur ez eus ivez en hon bro karet Breizh trawalc'h ha ilizoù, kestel peotramant savadurioù all o deus klaz a ezhomm da vezañ adsavet pe zoken saveteet a-raok bezañ rivinet ken buan ha tra
ha ne toullan ket kaoz deus an dud, an implij, an endro hag all
bevet Breizh