Danserien sot Kastelnevez ...

Setu danserien ampart gouest da zañsal gavotenn pourlet, round pagan, fisel, an dro, kas a barzh ...

Sonerien ha kanerien nevez a vez gwelet ingal e Kastell-Nevez. Evel e Printemps de Bourges, pe Francofolies e Bro-C'hall, amañ e vez dizoloet danvez kanerien an dazont, hag ar c'houblad Geoffroy/Kere en o zouez !

Yaouank, leun a startijenn, brav ha mousc'hoarzhus, brezhoneg yac'h ha dañs kanet brav ganto, aze e oa evit an holl, dañserien hag arvesterien, an amzer nevez o vleuniañ !

Ur sapre aozadur, ur vandennad tud a youl-vat feal ha labourus, ha setu Kastell-Nevez ar Faou kêrbenn sonerien ha kanerien Vreizh...

Breizh, emit-hu ? Pe Breizh-Izel kentoc'h ? Pa weler listennad an 40 koublad, n'eus nemet daou goublad kanerien a zo eus Breiz-Uhel (Olivier/Simon ha David/Huguel). Koulskoude n'eo ket kanerien Bro-C'hallo a vank : e Bovel e vint niverus-tre en dibenn-sizhun o tont... Met ken niverus eo ar sonerien biniou-bombard ha kanerien kan ha diskan ivez !

Met, ne vern, gourc'hemennoù d'an aozerien, d'an dañserien ha d'an holl re a zo bet gouest da lakaat un darvoud ken talvoudus e plas !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...