Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Stephanie Stoll
Stephanie Stoll
- Communiqué de presse -
Atersadenn Stephanie Stoll, prezidantez Diwan Breizh
Fanny Chauffin Par FC le 9/09/15 13:32
:
Réalisation :

Atersadenn evit an ABP, gant ur plac'h a gonto e bed ar vrezhonegerien

ABP- Stefani, penaos eo tremenet an distro-skol ?

Stefani Stoll - Tremenet mat dre vras. Muioc'h-mui a vugale a vez degemeret e skolioù, skolajoù ha lise Diwan. Ar bloaz-mañ e oamp o c'hortoz da dremen a-us d'ar varrenn a 4000 skoliad hag e gwirionez hon eus degemeret 4097 bugel.'Benn ar fin ar c'hresk a zo 6%, ar pezh a zo mat-tre evit Diwan.

Se zo an tu mat, met ar c'hresk-se a sach war hor frammoù, ha diaes eo tutañ skolaerien ha kelennerien. 'Benn ar fin omp deuet da gavout tud a-walc'h evit pep klas, mankout a ra c'hoazh ur c'helenner galleg e Gwiseni hag ur c'helenner sport e Plijidi, met dre vras omp deuet a-benn da gaout ar c'hempouezh etre niver a skolidi ha niver a gelennerien. Labour'zo e Diwan, forzh peseurt barregezh e vefe : kelenn, sekretourva, kasourien...

ABP- Bout eilbrezidantez Diwan, goude Annie Le Corre, penaos eo ? Ur vicher aes eo ?

Stefani Stoll - Evit ar poent emaon o teskiñ ar vicher, ur vicher dedennus eo, micher paotr, pe micher plac'h ? Ne c'hellan ket lavarout. Ar pezh a zo splann din eo a-bouez da lakaat merc'hed da gemer kirriegezhioù, ar pezh n'eo ket anat da galz merc'hed zo. Koulskoude int barrek. Diaesoc'h pe aesoc'h ? N'ouzon ket. Evit ar poent e burev Diwan, emaomp muioc'h a vaouezed eget a baotred, n'eo ket doujet ouzh an ingalded, ar fed kontrol eo ! A-bouez eo d'ar maouezed kemer kargoù dre vras er gevredigezh, e bro C'hall, er bed a-bezh.

ABP- Petra eo ar pep diaesañ evidout ?

Stefanie Stoll - Evidon, an dra diaesañ a zo lakaat an dud da gompren ne c'hell ket Diwan diskoulmañ pep tra. Pa ne vez ket laret "ya" gant Diwan, n'eo ket peogwir n'eus ket a youl gant Diwan. Youl a vez atav gant Diwan.

Da skouer, "petra ra Diwan evit tutañ skolaerien ?" Diwan a ra kalz koulskoude, krouet gantañ ar greizenn Kelenn e Kemper. Ken nebeut a arc'hant a zo ganimp evit ober al labour-se, n'eo ket ken anat. Ober a reomp pezh a c'hellomp.

"Petra ra Diwan evit brezhonekaat pep skritell embannet gant ur skol ?" Se zo goulennoù ordin, peurliesan ar skritelloù-se a zo bet graet gant familhoù o deus dibabet lakaat o bugale e diwan met ne gomzont ket brezhoneg.Ret eo kompren an dud-se a ra o seizh gwellañ evit ober an traoù-se.

ABP - Penaos e rafez, gant ur vazh hud, evit ma vefe muioc'h a vrezhoneg e buhez pemdez ar Vretoned ?

Stefani Stoll : - Lakaat pep den a zo e Breizh da gavout lorc'h ennañ evit an divyezezegezh, rein fiziañs en dud a gomz brezhoneg ha n'o deus ket bet ar chañs da skrivañ na da lenn, labourat evit ma greskfe ar fiziañs en dud o deus dibabet diwan pe rummadoù divyezhek, ar pezh e vefe ul lorc'h, hag evit tud unyezhek, e vefe gwelet ar brezhoneg evel un teñzor a zo er vro.

Met siwazh n'hon eus ket ar vazh burzhudus-se : gant youl tud zo, desket, e c'hellomp ober traoù, met ken kreñv eo pouezh an istor, n'eo ket ken anat, met arabat koll kalon.

ABP - Petra 'pije c'hoant da lavarout d'ar gerent a zo etre daou evit lakaat o bugale e Diwan pe en ur rummad divyezhek ?

Stefani Stoll - N'eus netra ken plijus pa z'out tad pe mamm da zeskiñ traoù dre da vugale, hag alies e c'hoarvez an traoù-se pa 'maint o kreskiñ, o lakaat ac'hanout da zizoleiñ bedoù nevez. Ha gant Diwan ez eus tu da lakaat ar vugale da gas dit traoù klewet dre ar skol adalek 2-3 bloaz, ha se zo talvoudus evit ar yezh, ar sevenadur hag evit al liammoù familh.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons