Put your name here

Fin ar festival gant marv ar rener bet e penn ar FIL 'pad 37 bloavezh
Fin ar festival gant marv ar rener bet e penn ar FIL 'pad 37 bloavezh

Ba Tir Na nog emaout, Jean-Pierre, marteze gant evaj burzhudus ar Skosiz !
E 2017 e oa deuet Jean Pierre Pichard e Tachad ar gomz b'an Oriant evit displegañ penaos gouzout dibab ur whiskey mat, ha lakaet en doa festivalerien da dañva whiskey blended, whiskey mat a-walc'h evit echuiñ gant ar "Porzh Charlotte", mat ken-ken !
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 17/08/21 11:56 -- mis à jour le 17/08/21 11:56
Pichard : ur gentel diwar ar whiskey mat da evañ :
Réalisation : fea - tvbk
(223 vues)

E 2017 e oa deuet Jean Pierre Pichard e Tachad ar gomz b'an Oriant evit displegañ penaos gouzout dibab ur whiskey mat, ha lakaet en doa festivalerien da dañva whiskey blended, whiskey mat a-walc'h evit echuiñ gant ar "Porzh Charlotte", mat ken-ken ! Disadorn, evit enoriñ memor rener kentañ ar festival e oa bet graet a bep seurt traoù, ur vunutenn didrouz, met dreist holl ur vunutenn tarzhadenn daouarn o strakal, ha gant ma gendalc'ho an dañs, ar muzik, ar pipe bands, ar bagadoù da lakaat an dud da zañsal, gant ar galon o tridal !

Setu perak pa vo evet un Ed du (taouarc'heg, mar plij ganeoc'h), pe ul Lagavulin (17 vloaz, single malt), un Ophraig, un Taliscar, ur ..., pa vo tañvaet, soñjit en den arbennik a rede e bro Skos evit dizoleiñ an hini gwellañ, an hini dedennusañ. Kenavo Jean Pierre ha mersi deoc'h !!!

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 5 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.