Brav-eston eo Menez Ham
Brav-eston eo Menez Ham

Brav al labour, ur startijenn divent : piv e Breizh a c'hell bodañ kemend a dud e-pad nozvezhioù yen ha gleb bro Leon war un draezhenn gant orjalennoù tredan, gouleier

Brav al labour, ur startijenn divent : piv e Breizh a c'hell bodañ kemend a dud e-pad nozvezhioù yen ha gleb bro Leon war un draezhenn gant orjalennoù tredan hir ha tev spontus, gouleier e pep lec'h, gwiskamantoù a bep seurt ? Piv a glask barzh skridoù Breizh pep eil bloavez danvez un Tan ha kurun ? Piv a ya da sevel ur pezh c'hoari adalek ur romant, a ro kentelioù noz, a ya a skol da skol da reiñ kentelioù c 'hoariva d'ar re yaouank ? Strollad ar Vro Bagan, eveljust !

Cheñchet eo bet un tamm istor morlaeron Mac Orlan : ar merc'hed a zo niverus, koulskoude, ar varc'hegerez a oa he-unan war ar vag el levr ar skrivagner. Peadra d'ober ul liamm gant ar merc'hed a zo bet o foetañ ar mor bras ...

Kit buan da welout an abadenn : c'hoariet e vo "a-raok an hañv" an div wech diwezhañ, hiziv ha warc'hoazh, e Kerlouan !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...