Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Balafenn houarn : ur skrid-buhez brav ken ken !
Div skrivagnerez: Katell Chantreau ha Patricia Legrand evit ul levr dic'hortoz ha fromus
Fanny Chauffin pour ABP le 25/09/11 19:27

O sellout ouz golo brav ha simpl graet gant Rachel Laprairie eo diaes gouzout eus petra zo kaoz el levr-mañ. Hag an titr-mañ, petra dalv ?

Dre chañs eo sikouret ar paour kaezh Marjan(ig) lenner(ez) gant frazenn Frida Kahlo a zo e-barzh. Evelti,bevet he deus arozez an istor ur vuhez kriz, gant ur gwallzarvoud spontus. Lakaet he c'horf e daouarn ar mezeien o deus adsavet ur c'hein a oa distrujet dezhi, meur a wech, gant tammoù houarn. Ret e oa dezhi addeskiñ da vevañ, da adober an hent hir evit bezañ "evel ar re all" hag evit nijal, evel ur valafenn, tramor, en Amerika ar Zu.

Skrivet oa bet ar romant gant div skrivagnerez: Katell Chantreau ha Patricia Legrand. Labouret o deus start asambles evit sevel an istor, adlenn ha reiñ da skolajiadezed ar c'harg da vezañ ar c'hentañ juri, evit ma c'hellfe klotaat gant brezhoneg ar re yaouank a-vremañ.

Lennet e vo gant ar grennarded Trede ar skolajoù ha klasoù al lise evit Priz ar Yaouankiz 2012, met kredapl- bras e vo meur a lenner "deuet" o lenn anezhañ. Ral eo kavout seurt skridoù e brezhoneg, dic'hortoz ha fromus war un dro ...

Embannet gant Keit vimp bev, 5 euro.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons