808 vues

E hanternoz e bourc'h Banaleg e oa ur mor a dud gant bugale, kerent, stourmerien, tud souezhet...

E hanternoz e bourc'h Banaleg e oa ur mor a dud gant bugale, kerent, stourmerien, tud souezhet da welet un dra dreistordinal o tremen e kreiz ar vro : ar redadeg !

50 mn dale oa gant ar redadeg e Rosporden. Ne vern : tud oa o c'hoarzhin, o kanañ, o tiskouez ur moto kozh, ur gwiskamant pa oa tud ar surentez o tisplegañ penaos ober gant ar vugale tuchant e Banaleg. Ar re yaouank bet e memes skolaj oc'h eskemm, o farsal...

Ha setu, e-pad teir eurvezh, tud a-dreñv ar c'hamion o strivañ, o redek "evit ar brezhoneg", sportourien, maouezed ha tud koshoc'h diaes gante a-wechoù da heuliañ ul lusk ken fonnus, met ret e oa d'ar blenier diwall, a-dreñv ar c'hamion mezeien a oa prest gant an "defibrillateur"... Met ne oa ket bet implijet, dre voneur !

Hag e Banaleg bugale e leiz, e pad kazi tri c'hilometr, laouen, leun a nerzh hag a startijenn, ur mousc'hoarzh war genoù an holl. Ha neuze, perak e oant o redek holl asambles ? "Evit ar brezhoneg", evit ar spered a-stroll, evit ur bed a zouj ouzh ar yezhoù bihan, ouzh tud ar vro !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...