photos/43/43246_1.jpg
Moran Dipode, priz kentan Kenstrivadeg bannoù treset e 2015
- Chronique -
Bannoù treset e brezhoneg : n'eus ket ?
Troidigezhioù, met nebeutoc'h eget mare Yann-Fañch Jacq hag an Here. Ha koulskoude e vez lennet kalzig a seurt lennegezh gant ar re yaouank... hag ar re all !
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 15/10/17 21:27

Troidigezhioù, met nebeutoc'h eget mare Yann-Fañch Jacq hag an Here. Ha koulskoude e vez lennet kalzig a seurt lennegezh gant ar re yaouank... hag ar re all !

Er bloavezhioù 1970 en doa embannet Yann-Fañch Jacq bannoù treset « Buddy Longway », « Jonathan » gant e arc’hant dezhañ ha kroget o doa da c’houde tud an Here gant troidigezhioù Tintin. Met bannoù treset krouet e brezhoneg : ne oa ket, pe re nebeut atav. Penaos, ha perak n’eus ket muioc’h hiziv an deiz ?

Treserien ampart ha brezhonegerien ?

« An Ankou » oa troet e brezhoneg, met treset gant Fournier ha n'eo ket brezhoneger. Gant Malo Louarn e oa bet graet bannoù treset fentus, unan anezho arc’hantet gant Kuzul Europa, mar plij, hag istorioù berr e Moutig. , er gazetenn vrav Meuriad e oa bet treserien ampart hag istorioù brav, met aet e oa da get re abred, gant 200 den koumanantet hepken. Gant ti-embann Brest Nadoz Vor oa bet graet ul labour vat, gant testennoù nevez ("Yes Scotland", da skouer). Tud yaouank barrek da dresañ ne vank ket e Diwan : neuze, perak e vefe ken diaes embann bannoù treset krouet gante, pa weler ar berzh graet gant ar mangaioù, war Internet ha lec’hioù all ?

Skrabidoull, Internet, Satrapi e brezhoneg...

War al lec’hienn Skrabidoull pe c’hoazh Ya-ouank, e vez gwelet ingal tresadennoù e brezhoneg en linenn. Met treut eo ar peuriñ. En Euskadi e vez krouet 15 albom bannoù treset en euskareg bep bloaz. E-kerzh ar pemzek bloavezh paseet e oa bet troet Titeuf, Kid Paddle, Mariane Satrapi... Met marv eo ar gazetenn Meuriad, hag evit ar poent n'eus skrivagner na treser ebet en dije krouet ur vandenn dreset nevez ‘zo e brezhoneg penn da benn. Kalonekaat treserien ampart da labourat gant skrivagnerien, ha reiñ un tamm sikour dezho a vefe da lakaat da bal er bloavezhioù da zont.

"Pezh a vank er mare-mañ, ' gav din, e Breizh hiziv a zo krouidigezh, tud prest da sevel, da skrivañ traoù, ha tud gant traoù da lâr peogwir da gentañ tout e ranker kaout un dra da lavarout d'ar re all ha se 'm eus poan da gaout e Breizh  ; deus un tu omp re vat, en ur mod, re aes da gaout moneiz pa saver un doser out sur tamm pe damm da gaout moneiz da heul."

Lionel Buannic

Voir aussi sur le même sujet : stourm, 40 vloaz, diwan
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons