Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Article -
Bara ar rouaned An Ti Glas
En un endro kalonek ha distenn en deus gallet rannañ izili ha kenduaded ar gevredigezh An Ti Glas ar varaenn hengounel. E hanter-hentad ar bloavezh e oa an tro da
Stéphanie Le Pelleter pour An Ti Glas le 23/01/12 1:28
24658_1.jpg

En un endro kalonek ha distenn en deus gallet rannañ izili ha kenduaded ar gevredigezh An Ti Glas ar varaenn hengounel.

E hanter-hentad ar bloavezh e oa an tro da kaozeal diwar-benn abadennoù da zont a-raok an hañv :

-Ur prezegenn diwar-benn adunvaniezh Breizh d'an 27 a viz Genver da 8e30 noz, e sal ar gouelioù Tronjoly e Gourin, kinniget gant Christian Guyonvarc'h .

-Ur pezh-c'hoari brezhonek

-Ur brezegenn diwar-benn ar chouaned, kinniget gant Jean Kergrist, da geñver embannadur e levr nevez .

Tro ivez da zegas da soñj ur gentel brezhoneg live barrek a zo d'ar Meurzh etre 8 eur 15 ha 9 e 45 da noz, gallout a reer kregiñ e-pad ar bloavezh.

Kentelioù live deraouidi hag etre a grogo en-dro e miz Gwengolo 2012 .

Voir aussi :
logo
Pal ar gevredigezh a zo kelenn ar brezhoneg ha kizidikaat an dud da glad istorel ha sevenadurel Breizh e bro ar Roue Morvan (Kernev Uhel).
Gwelout pennadoù all An Ti Glas
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons