Romant kentañ : an dezerzh dizoloet gant ur paotr yaouank

Un istor plijus, kontet gant Paskal Hervio eo "Tamasheq !". Un digarez da zizoleiñ an dezerzh, e istor, ha planedenn un den yaouank deuet da welout e vamm a zo aet da labourat e bro an Douareged a gomz tamasheq. Setu ur pennad tennet eus al levr :


Ur pennad mat a amzer e chomjont asambles distok diouzh ar gamperien all. A-bell e voe klevet trouz ha komzoù feuls kenetrezo... E-keit-se he doe Rozenn amzer da gontañ he c’hejadenn gant Alioune ha Yagi, ar baotred eus Bro-Ghana.

Alioune en doa lavaret d’e vamm : “Mamm, da “vodou-modou” e rankan mont, da glasker-labour en Europa kea ! Kozh eo Tad. Abaoe tregont vloaz eo ret dezhañ pourvezañ da ezhommoù ar familh a-bezh. Ni a zo ouzhpenn hanter-kant bremañ... Re a vegoù am eus da vevañ. Ne c’hellan ket chom amañ ken ! Diaesoc’h-diaesañ eo kaout ur viza evit un den hep tamm paper testeni eveldon. Ret e vo din mont kuit e-kuzh gant ur rouedad a dreizherien”. Gwerzhet he doa mamm Alioune he bravigoù da baeañ beaj he mab...

Yagi a oa ur paotr hag a selaoue ar merc’hed yaouank : “Aet eo ar gwir wazed da labourat en Europa. Dont a raint en-dro gant kirri brav hag arc’hant bras da sevel tiez kaer evit o familh, da brenañ boued ha dilhad, da baeañ ar skolioù hag ar vedisined... Ar re a chom er vro a zo tud didalvez anezho. Na chom ket amañ, Yagi ! Amañ e ranki bevañ gant daou euro bemdez nemetken. “Tekki mba torokh !” Kae kuit... Dont a raio brav ganit... peotramant e chomi gwalleürus ! Kae kuit d’an Europa, Yagi !”

An Douareged a gemere o ebat o selaou ar gazetennerez. Ne gomprenent ket penaos e c’hellje gwazed zo divroañ hag en em vezhekaat er mod-se evit merc’hed c’hoantek... Ne ziskouezent kaout netra nemet dismegañs evit ar C’hhanaiz-se.

Sellout a reas Fili ouzh an den nevez erruet gant Rozenn. O tostaat edo ouzh ar strollad bodet en-dro dezhi.

Tamasheq, Paskal Hervio, Keit Vimp bev

Priz ar Yaouankiz, live 6vet/Pevare

5 euro

Tamasheq !, Paskal Hervio, Keit Vimp bev

Priz ar Yaouankiz, live 6vet/Pevare

5 euro

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...