Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Bernez Rouz : galv kuzul sevenadurel Breizh
Respont d'ar c'houlennaoueg, se zo sikour an holl dud lakaet diaes gant dibaboù nevez ar gouarnamant
Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 5/09/17 10:16

"Itron, Aotrou,

Disklêriet eo bet nevez ’zo gant ar Gouarnamant e vo strishaet start kenañ ar yalc’hadoù e-keñver an implijoù skoazellet, kevratoù ambroug d'al labour, kevratoù unan kenemprañ, implijoù an dazont peurgetket. Er-maez oberiataerien pe gennadoù ne labouront ket war dachenn ar sevenadur, an arzoù, ar glad pe ar yezhoù rannvroel ne vo ket astennet ar c’hefredoù, ha ne vo ket eus reoù nevez.

Hep gouzout hag-eñ e tivizo ar Stad traoù nevez, e c’heller soñjal e vo drastus-kenañ fin ar sikourioù-se evit an tachennoù a zo hon re.

Skarzhet e vo postoù-labour a vil, moarvat, e Breizh hag e-lec’h all, ha diaes vo kas da benn raktresoù ’zo.

Burev Kuzul sevenadurel Breizh, bodet ennañ dileuridi aktourien bennañ ar bed sevenadurel, arzel, gladel ha yezhel eus Breizh, en deus divizet goulenn digant e izili ha digant an holl frammoù sevenadurel a implij tud e Breizh petra a vefe, d’o soñj disoc’hoù an disentezioù nevez-mañ. Pet implij, pet raktres en arvar war ver dermen ?

Ho trugarekaat a reomp da ditouriñ ar c’houlennaoueg en traoñ ha d’he skignañ ledan d’ar frammoù a implij tud war dachenn ar sevenadur.

Ar c’houlennaoueg-mañ a zo da gas endro a-raok ar 15 a viz Gwengolo d’ar chomlec’h conseil.culturel [at] bretagne.bzh (mailto: conseil.culturel [at] bretagne.bzh)

Chom a raio dizanv ar respontoù. Ar C’huzul sevenadurel a roio da c’houzout an disoc’hoù hollel en emvod-meur an 23 a viz Gwengolo e Brest. Gellout a raio pep hini gwelout pegen drastus e c’hell bezañ seurt divizoù kemeret a droc’h trañch.

Ho trugarekaat a ran en a-raok.

Bernez Rouz

Kadoriad Kuzul Sevenadurel Breizh

------------------------------------------------------------

Madam, Monsieu,

Le Gouvernement a bani lez darèn ten unn béss vrè conséqentt sur l’aïdd a l’ouvraij, contrat sieudu vèrs l’ouvraij, contrat uniq d’entraij, ouvraij d’aveni en permier. Saof pour d’aoqhun fezou ou bèn d’aoqhunn ourée qhi sont pouint portë sur la qhulturr, lez art, le patrimouènn ou bèn lez parlement rejionao, lez contrat d’ouvraij aïdë vont pouint pouair yétr redoubllë e il vèt pus yétr possubl mézeu d’enrayë un nouvè contrat d’ouvraij aïdë.

Sans savair qhi q’a dessein fèrr l’Etat par aprés, l’efèt du derai dez aïdd a l’ouvraij vèt yétr vrè conséqentt pour nouz.

Hardi d’ouvraij vont sebèn yétr tolie lez perchènn semènn ou lez perchèn mouéz, en Bertègn ou bèn alhou, e lez ajissou aront du deu a menë lou projit diq’a son but.

Le burè du Consalh qhutura de Bertègn, q’agreut lu le gros dez ajissou qhulturao, patrimouéniao, langaijiér de Bertègn, a enterprinz de consultë sez menbr e pus bravement toutt lez cârée qhultural q’enplliyant du mondd en Bertègn, assourfin de savair qhin efèt qe vèt avair lez banie-la. Conbèn d’ouvraij, conbèn de projit talourr aqhu ?

Vouz treuréz d’atach ao messaij un qhessionèrr qe je vouz demandons de renplleni pour vouz, e de renvayë etout ez aotr cârée enplliyouzz de mondd den la qhulturr.

Le qhessionèrr renplleni ét a renvayë le pus vitement possubl a l’aderç conseil.culturel [at] bretagne.bzh (mailto: conseil.culturel [at] bretagne.bzh) , avant le 15 de septenbr terjou.

Le Consalh qhultura banira lez resultt de la consultt pendant la perchènn reterouée le 23 de septenbr a Brèst, en gardant pour lu le non dez reponou, assourfin qe chaqhun peuj prizë l’efèt monvéz dez decidd raq-la.

En vouz remerciant tertout,

Bernez Rouz,

Perzident du Consalh qhultura de Bertègn"

Télécharger le questionnaire en PDF ( (voir le site)

Télécharger le questionnaire en ODF ( (voir le site)

Télécharger le questionnaire en XLS ( (voir le site)

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons