Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Bevit penn-da-benn ar Gouelioù neuze gant deiziadur 2012 Gouelioù Breizh !
Gouelioù Breizh zo ur C'Hevread 50 poellgor, a vez aozet gouelioù breizhek ganto, diazezet e 5 departamant Breizh. Aroueziañ a reont an arzoù niverus ha liesseurt a ya d'ober sevenadur
Hervé Sanquer pour Gouelioù Breizh le 17/03/12 2:29

Gouelioù Breizh zo ur C'Hevread 50 poellgor, a vez aozet gouelioù breizhek ganto, diazezet e 5 departamant Breizh. Aroueziañ a reont an arzoù niverus ha liesseurt a ya d'ober sevenadur Breizh.

Er bloaz-mañ c'hoazh ez embann ar C'Hevread un deiziadur e stumm 260.000 plegfollenn ha 3000 skritell, anvet "Bougez Breizh", hag a vo skignet er rannvro, e Frañs hag er broioù estren. Kinnig a ra an emgavioù na c'haller ket c'hwitañ evit c'hoari las e Breizh.

Nevezenti vat : plegfollennoù ha skritelloù 2012 a c'haller kaout !

Krog omp dija da skignañ anezhe ken e Breizh ken e-maez ar vro !!! Mareoù dreist a-hed ar bloaz a c'hallot tremen gant an teulioù nevez-se (digoust hag evit an dud voutin) gant : 75 deiziad (penn-da-benn d'ar bloavezh 2012-2013 !), ur c'heriaoueg vihan-tout divyezhek, un neuz nevez , ur c'hant daveenn bennak, ........ ha bepred an hevelep liammoù etre an dud voutin ha bed ar gouelioù hengounel : Gouelioù Breizh.

Notennit dija an 3 emgav (bras !!) gant bed ar gouelioù breizhek :

- Eus ar 31 a viz meurzh d'ar 1añ a viz Ebrel 2012 : Kan ar Bobl e Pondi. Darempredoù : 02 97 25 14 00 - www.kanarbobl.org

- D'an 8 a viz Ebrel 2012 : Printemps de Châteauneuf e Kastell-Nevez-ar-Faou. Darempredoù : 06 81 67 67 14, www.printemps-de-chateauneuf.org

- D'an 15 a viz Ebrel 2012 : Tradi'Deiz e Gwened. Darempredoù : 02 97 53 31 35, www.kendalch.com

Gallout a reot ivez kavout titouroù ouzhpenn (keleier eus Gouelioù Breizh, penaos pellgargañ an deiziadur enlinenn.....) en ur seurfiñ war hol lec'hiennn Genrouedad :www.gouelioubreizh.com

Gallout a reot ivez kas dimp hoc'h evezhiadennoù, ho mennozhioù, ha rentañ kont dimp eus ho skiant-prenet, dre : Myspace : www.myspace.com/gouelioubreizh ha Facebook : (voir le site)

Gant tout an traoù-se, a-dra-sur… Ni hon eus ket echuet da c'hoari las e Breizh !

Ken ar wech all e lusk ar gouelioù breizhek !

Bec'h d'ar blijadur !!

I-ara ben deü haèt !!

Va y avoir du plaisir !!


Gouelioù Breizh

1, straed ar Post - 22700 PERROZ-GIREG - Pgz /Plr : 02 96 49 08 92, www.gouelioubreizh.com

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 3) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons