En amzer internet e oa poent bras sevel ul lec'hienn evit al liderezh en hor yezh.
Kavout a reer ennañ ar Bibl en he fezh, ur pezh labour eo bet.
Evit pep gwerzad e c'heller kaout un droidigezh e galleg pa karer.
An holl Salmoù a vo enrollet er stumm aodio evit selaou ar salmoù kanet en hor yezh. Kement-se vo graet ivez evit an holl destennoù.
Tamm-ha-tamm e vez ouzhpennet lennadennoù an Oferenn.
Moaien zo ivez selaou Aviel an deiz gant un displegadenn verr a-drugarez da RCF.
Kit d'ober un dro da welout :
Klask a ra Bibl.bzh tud da sikour sevenidigezh al lec'hienn-se : evit lenn a vouezh uhel da skouer. Darempred : mailto: contact [at] bibl.bzh
1 | 0 | Tweet |
![]() |