150 vues

Krouidigezh nevez la Obra, strollad a-vicher renet gant Celine Soun, a oa kinniget e-kerzh festival Gouel Bro Douarnenez

Krouidigezh nevez la Obra, strollad a-vicher renet gant Celine Soun, a oa kinniget e-kerzh festival Douarnenez

Ul levr bras digoret war al leurenn. A-dreñv dezhañ, margodennoù ispisial : ur raden gant ur piz-toutou, an drez gant ur c'heotenn all, ar suner-gwad ("plantain" ma fell deoc'h). E korn al leurenn : louzeier a bep seurt.

Graet e vez al liamm etre pep taolenn gant an Aotrou Plakoù, ur mezeg a bare an dud gant louzeier, louzoù a bep seurt. Pennadoù fentus a zo e-leizh, met ivez pennadoù fromus, pa vez gwelet ar wezenn sakr varv abalamour d'an den fallakr a zo deuet da skarzhañ ur vrankenn dezhi.

Pa vez gwelet an Indianez, Belen Riquelme, o tañsal hag o kanañ he melkoni, melkoni ur bobl wallgaset abaoe pemp kant bloaz pa oa erruet soudarded bro Spagn er vro.

Ul labour a dalvoudegezh zo bet kaset da benn gant ar strollad nevez-mañ. Sonerezh kompozet gant Cristobal Troncoso, kinkladurioù ha bleunioù savet gant Josué Rajpop, ha pemp komedian teiryezhek. Sav-poent denel ha brav, ha politikel ivez (Monsanto, kudennoù endro bedel...) : peadra evit ur sal leun chouk e Douarnenez da c'hervel anezho teir gwech e fin an abadenn.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...