Marion ar Faoued ha Lumina Sophie

Setu Daniel ha Josée o kontañ e brezhoneg hag e kreoleg istor div blac\'h o deus stourmet evit ar frankiz hag evit ar merc\'hed.

Brav an abadenn mesk ha mesk kinniget gant Brigitte Kloareg e kerzh ar festival Barzhoniezh bro Kemperle. Pedet he doa Pierrot, José, ur gonterez bro Martinik, kejet ganto he doa

Brav an abadenn mesk ha mesk kinniget gant Brigitte Kloareg e kerzh ar festival Barzhoniezh bro Kemperle.

Pedet he doa Daniel, lenner e brezhoneg, Pierrot, ha Josée, ur gonterez bro Martinik, kejet ganto he doa bet e Brest, evit un abadenn gouestlet da Aime Cesaire.

"Blev du, blev ruz", setu Marion ar Faoued o kenvevañ e kreoleg, ha brezhoneg gant Lumina Sophie, ganet e Martinik, e penn an dispac'h, barnet e oa bet div wech evel "rouanez ar strollad, ar feulsañ, an terruplañ mestrez ar vandennad tud, a lakae tan e pep lec'h"..

Ganet eo ur paotrig dezhi en toullbac'h, kondaonet oa bet d'ar bagn da viken. Marv da 31 vloaz, e 1872. Marv Marion ar Faoued, ganet Marie Tromel e 1717, barnet ha krouget e 1755.

Ur brav a labour kaset da benn e ti Hippolyte, war bord ar stêr Laita. Fromus an destenn, ha fromus ivez al lodenn a zo bet da c'houde gant perzhidi o lenn barzhonegoù e teir yezh (kreoleg, brezhoneg, galleg) goude bezañ bet evet ur werennad rhum bro Martinik.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...