Karr Lili, Karr Jorj e gouel ar Pouldu

Kezeg ti Monfort, ti Jorj eus Faudelias, ti Balcon eus Lokunole.

Gouel ar Pouldu gant 1200 den war an dachenn

Gouel ar Pouldu gant 1200 den war an dachenn

Koulskoude ne oant ket niverus an dud e tachennoù kampiñ. Met devezh kentañ ar vakansoù gant un heol splann e oa, ha kredapl bras o deus an holl, touristed hag ar re all bet ar c'hoant da vont er maez, da welout kezeg brav, da zañsal war ar park nevez falc'het gant tud a youl-vat Diwan.

Tri "charabañ" a zo bet implijet : hini Lili Montfort, gwerzhour kezeg hag e penn, da ouzhpenn 80 vloaz, un embregerezh bras, hag a ya ingal war varc'h, war ur sulky pe war ar c'harr graet b'an Arzhanaou, 50 vloaz 'zo.

Gant Jorj, eus Kloar ivez, eo "Amzer zo" a gas ar c'harr deuet eus Kolmar (bro Elsass), ur gazeg daou vloaz, bet trede priz ar "postiers bretons". Ha gant ar familh Balcon, eus Lokunole, Madalen, Yann, hag Erwan, eo ur gazeg wenn a gas ur c'harr en un doare ampart kenañ. Plijadur zo bet gant an holl o deus gallet mont d'ober un dro war bord ar mor ganto.

Ha war ar "park bras", e kichen al Laita, e oa tud o tebriñ krampouezh, bugale o c'hoari ha danserien o teskiñ.

Arc'hant a vo evit ar genrouedad Diwan, hag aze e oa kreñvoc'h liammoù etre tud ar vugale, tud ar c'hentelioù noz, ha tud a youl-vat a labour evit Diwan en un doare feal abaoe pell. Ur brav a ouel er vro !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...