- Agenda -
Breizh A Gan 2009: Gouel kan e brezhoneg, e Landreger.
D'ar Sul 6 a viz kerzu a vo ar 28vet Breizh A Gan.
An degouezadenn meur-se evit kan e brezhoneg a vo er bloazh-mañ en iliz-veur Landreger.
Par Le Guillou Armelle pour Fédération Kanomp Breizh le 16/09/09 10:15
Bep bloazh adalek 1982, an emvod meur lazioù-kanañ brezhonegerien a zav en ur ger diseñvel eus ar Vro. Choazet 'vez al lazioù-kanañ a gemer perzh etre an izili Kanomp Breizh, a zo kevread lazioù-kanañ Breizh.
Ur programm eus tonioù hengounel, hag eus krouedigezhioù a-vremañ 'vez kanet gant strollajoù bihan pe lazioù-kanañ brudet war an departamant pe ar vro. An holl a aoz mizioù araog pezh 'vez kanet gante, peogwir eo Breizh A Gan un doare heb par da gas war-raok kan e brezhoneg, hag ouzhpenn un emvod tomm ha chichant.
An dibun : peb laz-kanañ a gan e-unan un neubeut tonioù choazet gantañ e-pad war-dro ugent munut, ha war-lec'h an holl kanerien a vod da ganañ asambles tonioù an abadenn diwezhañ.

Voir aussi sur le même sujet :
Krouet eo bet Kevread Kanomp Breizh gant renerien al lazioù-kanañ a gan e brezhoneg, a oa izili kommision Kan Kendalc’h. Ganet eo bet dre voloñtez ar c’hengevread ha d’ar c’hompozer René Abjean, ha gant sikour rannvro Breizh. Ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh eo Kanomp Breizh.
Lazioù-kanañ pemp departamant Breizh ‘vez bodet e Kanomp Breizh. Hor pal a zo kas war raok ar c’han e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ, el lazioù-kanañ.
Karget eo neuze Kanomp Breizh da zerc’hel bev tonioù hengounel e brezhoneg, met souten a ra ivez komponerien ar vro da grouiñ oberennoù nevez evit lazioù-kanañ.
Sikour a ra ivez da vrudañ ar c’han e brezhoneg evit tud a bep oad hag a bep lerc’h, e Breizh pe en diavaez.