

Lazoù-kanañ deus Breizh a-bezh e Gwened evit lidañ kan e brezhoneg ! D'ar Sul 4 a viz Kerzu 14 laz-kanañ, da laret eo tost 700 kaner, deus Breizh a bezh en em gavo e Gwened
30ved Breizh a Gan e Gwened
Lazoù-kanañ deus Breizh a-bezh e Gwened evit lidañ kan e brezhoneg !
D'ar Sul 4 a viz Kerzu 14 laz-kanañ, da laret eo tost 700 kaner, deus Breizh a bezh en em gavo e Gwened adaleg 2e, evit gouel meur kan e brezhoneg. Adaleg 2 eur : 3 sonadeg digoust war porzh Gwened
• chapel Sant-Fransez gant
- Gwalarn Uhel (Gwitalmeze)
- Allah's Kanañ (kampion Breizh e 2010 ha 2011)
- War Raok (Ar Baol)
- Océanis (Trégont)
- Kanomp Ar Vro (Sant Brieg)
- Kanerien ar Goëlo (Sant Ke Porzh Olued)
- Les Choralines-Korholen (Bro Gwennrann)
3 eur : Bale deus ar porzh beteg Palez an Arzoù, heuliet gant sonerien
3 e 30 : Sonadeg krouidigezh e Palez an Arzoù Dizoloit krouidigezhioù skrivet gant 7 rener laz-kanañ evit he strollad war ur barzhoneg skrivet gant Tugdual Kalvez.
Hag abadenn diwezhañ gant 14 laz-kanañ : 700 kaner evit lidañ 30 bloazh Breizh a Gan dre kinnig tonioù kanadegoù Breizh brudetañ : Kan evit ar Peoc'h, An aval hag ar C'haliz, Ar c'hornog ruz…
Evit mont e darempred : Sonadegoù e-barzh chapelioù porzh Gwened : digoust, perzh distal. Sonadeg meur e Palez an Arzoù : 15 € studierien, tud dilabour 10 € digoust – 12 vloazh Titouroù : http://www.kanompbreizh.org Ragprenañ : 06 32 29 79 29 pe kanompbreizh@wanadoo.fr
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !