http://www.bretagne.fr/internet/jcms/preprod_139115/bretagne-japon-2012?lg=br

Eus an 9 a viz C’hwevrer d’an 31 a viz Kerzu 2012 e vevo Breizh diouzh lusk Bro-Japan peogwir e vo kinniget an diskouezadeg "Breizh-Japan" un tamm pep

Stampoù, maskloù, porselennoù, kimonoioù, livadurioù, engravadurioù… E 2012 e vo kinniget un toullad mat a zarvoudoù war dem Bro-Japan. Un digarez kaer e vo d’ober anaoudegezh gant dastumadoù rouez eus traoù a Vro-Japan pe oberennoù gant arzourien eus Breizh pe eus lec’h all hag a zo bet levezonet kalz gant awen Bro-Japan. En-dro d’a darvoud-mañ ez eus bet bodet daouzek mirdi eus Breizh. Kaset eo da benn gant Kevredigezh Mirourien Mirdioù Breizh hag emañ Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ o paouez reiñ al label « Diskouezadeg a laz broadel » dezhañ. Da-heul an diskouezadegoù e vo aozet a-hed ar bloaz sonadegoù, arvestoù, prezegennoù, atalieroù pedagogel da-geñver ur gwir goulzad sevenadurel anvet « Breizh-Japan 2012 ». E miz C’hwevrer e vo kroget gant an abadennoù e Mirdi Sant-Brieg gant an diskouezadeg « Henri Rivière, kidroioù unan levezonet gant ar gizioù japanat en Aodoù-an-Arvor ».

Ar Rannvro, keveler an darvoud

A-viskoazh eo bet troet Rannvro Breizh da sikour da vat tachenn ar glad ha skoazellañ a ra ar mirdioù. Emañ ar skoazell roet da Breizh-Japan 2012 dres e-barzh ar politikerezh-se evit harpañ ha brudañ ar mirdioù eus Breizh ganto al label Mirdioù Frañs. 4 bloaz bremañ emañ Rannvro Breizh o sikour ar raktres diskouezadegoù tematek-mañ, dibar hag uhelek, kaset da benn gant Kevredigezh Mirourien Mirdioù Breizh. Ar pal zo lakaat anavezout gwelloc’h an dastumadoù traezoù japanat pe levezonet gant Bro-Japan a zo e dalc’h mirdioù Breizh, hag ivez lakaat an dud d’anavezout gwelloc’h hor rannvro pa’z aint da welet an 13 diskouezadeg a ya d’ober an darvoud.

Région Bretagne

La région administrative Bretagne.
Administration régionale
Site Patton
283 avenue du général Patton, CS 21101,
35711 Rennes cedex 7
Tél. : 02 99 27 10 10 - Fax : 02 99 27 11 11

Service Presse de la Région Bretagne
T. 02 99 27 13 54, F. 02 99 27 13 34,
courriel : presse@region-bretagne.fr En savoir plus