150 den e sal an Tog ruz evit degemer eizh skipailh savet gante eizh film evit ar C'hino
150 den e sal an Tog ruz evit degemer eizh skipailh savet gante eizh film evit ar C'hino © Domaine public
Breskenn, ur film souezhus ha barzhoniel

Réalisation : Kino festival Faltazi, skipailh Breizh Team – 766 vues

Ur skipailh lec'hel gant brezhonegerien, saout e pradeier Penn Kelenn ba Kerien, ur sevener a-feson, Michael Bernadat, ha setu aet ar maout gant tud bro Kemperle !

Ur skipailh lec'hel gant brezhonegerien, saout e pradeier Penn Kelenn ba Kerien, ur sevener a-feson, Michael Bernadat, ha setu aet ar maout gant tud bro Kemperle !

Met piv eo Branwenn ? Ha me vefe Bronnwenn kentoc'h ? Ha piv eo Tom ? An hini a zo bet debret gant ar vuoc'h e kontadennoù breudeur Grimm ? Ha piv a lak ar virus da redek e touez ar saout : an tad fuloret pe ar vuoc'h hegaset gant un istor karantez ha n'eo ket posubl etre un den yaouank hag ur vuoc'h o cheñch stumm ur wech an amzer ?

Savet e 48 eurvezh, hervez reolennoù Kino aozet gant skipailh efedus ha leun a startijenn Faltazi e Kemper, se oa ar wech kentañ e korf pevar bloavezh e oa bet sevenet ur film 100% e brezhoneg.

Gant ma vo filmoù all, stajoù Kino gant liseidi brezhonegerien, tud mennet a bep seurt oad, evit ma vefe ur gwir "skol" e Breizh gant tud a film, a c'hoari, a skign o labour, hag a lak ar filmoù berr war ur renk uhel e Breizh !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...