Komz brezhoneg e-pad an hañv, kentel unan.

Magdi evit ar gegin, Jo evit gouzout ober \"lagad paner\", ur plac\'hig vihan evit gouzout roll an abadenn, hag Ivan, den a youl-vat.

Alies, e touez ar re a youl-vat, e vez kavet brezhonegerien

E Kloar e vez komzet brezhoneg nebeutoc'h eget e Kreiz Breizh. Koulskoude, e-pad ur gouel aozet gant Diwan dec'h da noz, e c'helle an dud komz brezhoneg gant Lili Monfort, perc'henn ar c'harr bras kaset gant ur jav o tont eus Alamagn, graet en Arzhanaou. Mestr "Haras de Cotonnard", deuet eo da vezañ Lili unan eus tud pouezus ar vro. Paotr ar saout gwechall, e lamme war gein ar c'hezeg, dibr ebet ha brid ebet ganto. Chomet eo ur paotr leun a fent.

Goude-se e oa moaien deoc'h da brezeg eus festival an Oriant gant Daniel Miniou, soner biniou, hag aozer meur a fest-noz er vro, ha paotr ar sono evit gouel Diwan.

Gant Lea Rouzig, e penn kelc'h "Gavotenn Lanijen", e oa brezhoneg Lokunole a oa bet komzet deoc'h.

Jo, dañser kelc'h Lanejen, a gomze ur brezhoneg flour ivez.

Bugale ? Ur bern, plac'hig kelc'h Kloar, ur plac'hig o klask rentañ servij d'he mamm, paotred yaouank kleub gouren Kemperle, holl vrezhonegerien anezho.

Evit kemer moneiz ar gouel ? 'oa ken 'met goul' e brezhoneg gant Regine Guillemot, ampart e yezh Breizh vihan ha Breizh-Veur. Er stal krampouezh e veze kavet deraouidi, brezhonegerien a-vihanik ivez, kelennerien kentelioù noz, ha kanerien evel Anne-Marie Colomer, Silvi ...

Ha war al leurenn ? Maurice Morlec, dastumet gantañ ur bern tonioù a Gloar. Jean Billon ha Gi Penseg, kanerien kan ha diskan, ne gomzont morse galleg etreze. Sonerien biniou bombard a oa bet kalzik ivez : Pouleriguen, plijet gant ABP hag a oar ur bern traoù diwar-benn kudennoù bed al labourerien-douar a gomz brezhoneg Langonned, Salvar, talabarder, brezhoneg eus Tremeven.

Brav eo komz brezhoneg e-kerzh gouelioù ar vro ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...