150 vues

Ur gouel evit an douristed ? N'eo ket sur an dra-se...

Ur gouel evit an douristed ? N'eo ket sur an dra-se..

Pa oa Pierre o prenañ ur jav brav gant Lili Monfort, e Cotonnard e 2012, e oa peogwir en doa gwelet anezhañ o vont kuit d'ober tro an tachennoù kampiñ, da geñver gouel Diwan, en hañv, deus tu Kloar.

Jo ha Jorj a zo tud sot gant ar c'hezeg ; da vare Nedeleg, dirak ar stal levrioù Penn-da-Benn, e vezont gwelet bep bloaz war blasenn Sant-Mikêl e Kemperle o kas bugale, brezhoneg etrezo alies.

Michel Flecher, paotr Sant-Jermen, a gomz brezhoneg bemdez, hag e fin miz Eost e vo e penn Gouel ar Vezhinerien, oc'h adober taolenn Gauguin war draezhenn ar Pouldu, gant kezeg pounner niverus, ebeulien o vont d'o heul alies, o kas karradoù bezhin.

Madalen ? O heuliañ kentelioù noz e brezhoneg e skol Diwan Kemperle e vez, laouen o kas bugale ha tud deuet d'ober troiadoù war gein ur gazeg boas da vont da lidañ euredoù ha gouelioù, e pep lec'h. Ar vaouez gentañ bet tapet ganti an diplom kas kezeg e Breizh. Peurvuiañ eo paotred a vez gwelet, met ar re o deus bet gwelet Madalen, un tog chichant ganti war he fenn, o kas ur gazeg wenn, o deus komprenet buan eo-hi ken barrek hag ar baotred !

Kezeg : ur glad ? Komz brezhoneg : un dra echu da vat ? Pa vez klevet ouzhpenn gourenerien o komz brezhoneg etrezo, maouezed o fardañ krampouezh oc'h eskemm e brezhoneg, merc'hed yaouank o kanañ, e vez peadra da c'houlenn : ha marv eo hor yezh e Breizh, aotrou Maille ? Ha tud yaouank punk o servijout krampouezh e-pad ar gouel hag o vont e brezhoneg, n'eo ket posubl an dra-se marteze ?

Un avañtur denel eo aozañ ur gouel er vro. Gant 60 den a youl vat, ha 60 den war al leurenn, a youl vat ivez kazi an holl anezho, e oa bet aozet gouel Diwan ar Pouldu, ha bodet ur 1 000 a dud dindan an heol, familhoù, bugale, tud ar vro...

Peadra zo da hunvreal ha da soñjal e vo, marteze, un deiz bennak, ur gouel e brezhoneg heñvel ouzh ar gouel aozet e bro Euskadi : digor d'an holl, met yezh ar vro o vezañ klevet war al leurenn, lennet war an traktoù, komzet gant an dud kement ha ma vo tu…

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...