Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Brezhoneg, ur gazetenn nevez evit an deraouidi

Kinniget evit ar wech kentañ e kollog Gwened, setu ur gazetenn a gemero plas "Evit ar brezhoneg"

Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 12/11/13 11:52
:
Réalisation :

Kinniget evit ar wech kentañ e kollog Gwened, setu ur gazetenn a gemero plas "Evit ar brezhoneg"

Laouen e oa Daniel Carre evit meur a abeg. Gwechall, er bloavezhioù 1990, e skrive ar c'helenner alamaneg/brezhoneg, bet karget a gefridi gant an Deskadurezh Stad, e-barzh ar gazetenn renet gant Alan Stivell, "Evit ar brezhoneg", pa oa bet kroueet.

Evitañ eo ar wech kentañ, goude ma oa aet da get ar gazetenn evit an deraouidi, zo kinniget un dra bennak d'ar re a grog gant ar brezhoneg.

Brav, liesliv, aes da lenn, "Brezhoneg" a zo bet savet gant skipailh Skol an Emsav Roazhon. "Liammañ a ra ar yezh hag ar sevenadur", eme baotr Sten Kidna, laouen o welout e vez gwelet a bep seurt traoù e-barzh ar gazetenn.

Un trede abeg en doa ar stourmer evit ar gwenedeg hag evit pedagogiezh ar brezhoneg da vezañ joaius. War vro an Alre, e vro muiañ karet, eo an teuliad kentañ...

evit gouzout hiroc'h : (voir le site)

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 6 ?