Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Brezhoneg war an hentoù glaz… emañ Aodoù an Arvor o tivuniñ !

Pell ‘zo dija e c’houlenn Ai’ta ! ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en holl bolitikerezhioù graet gant Kuzul-Meur Aodoù an Arvor. Abaoe 2012 e vez kempennet hentoù-belo hag hentoù-glaz gant

Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 19/05/13 16:29

Pell 'zo dija e c'houlenn Ai'ta ! ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en holl bolitikerezhioù graet gant Kuzul-Meur Aodoù an Arvor. Abaoe 2012 e vez kempennet hentoù-belo hag hentoù-glaz gant an departamant, divrezhonek-tout evel-just… daoust d'ar pezh a vez graet e Penn ar Bed da skwer.

Setu 'meump skrivet da Claudy Lebreton evit degas da soñj dezhañ e vefe brav derc'hel kont deus hor yezh. Respont ebet gantañ. Neuze 'meump implijet hor fegsunioù « E brezhoneg ! » un tamm pep lec'h dre ar vro. Arri zo ul lizher a-berzh an departamant eta, ha setu ar panelloù brezhonek kentañ o tont war-wel (sellit ouzh al lizher stag).

E departamant ar Mor Bihan koulskoude e c'hortozer c'hoazh gwelet hor yezh war panelloù an hentoù-belo.

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 7 ?