Ar priz lennegel « Sten Kidna-Le long cours du Bono », bet krouet e 2009 get kumun ar Bonoù evit inouriñ ul levr faltazi nevez embannet e brezhoneg, a vo

Ar priz lennegel « Sten Kidna-Le long cours du Bono », bet krouet e 2009 get kumun ar Bonoù evit inouriñ ul levr faltazi nevez embannet e brezhoneg, a vo roet c'hoazh e 2014, er Bonoù, e miz Mae pe Mezheven (war lerc'h ar votadegoù). Pemp dastumad danevelloù embannet e 2012/2013 a zo bet lakaet war ar renk get ar juri savet get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna hag a labour get kumun Ar Bonoù war ar raktres mañ. Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono 2014 :

  • Traoù nevez, Yann Gerven, Skol Vreizh, 2013
  • Boned glas ar Pagan, Goulc'han Kervella, Al Liamm, 2012
  • Penaos e ya ! Ar bed ? Goulc'han Kervella, Keit vimp bev, 2013
  • Ar boan beva, My Skaouidig, Emgleo Breiz, 2013
  • Bed ZH, Paol ar Meur, Mouladurioù hor yezh, 2012.

Ar skrivagnerien priziet dija :

  • 2009 : Mich Beyer/Etrezek an enez
  • 2010 : Herve Gouedard/Liñvadenn Kastellaodren
  • 2011 : Riwall Huon/Ar marc'h glas
  • 2012 : Yann Bijer/Torrebenn
  • 2013 : Aziliz Bourgès/An diaoul ouz taol
  • 2014 ?

Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo, 56400 An Alre/02 97 29 16 58, STENKIDNA2@wanadoo.fr, www.kerlenn-sten-kidna.com