256 vues

Strolladoù rock e Breizh emit-hu ? Storlok, Bernez Tangi, Nowenn Korbell, EV, Gimol, Dom Duff... ha Brieg !

Strolladoù rock e Breizh emit-hu ? Storlok, EV, Gimol, Dom Duff... ha Brieg !

Levezonet kalz gant Bernez Tangi eo Brieg. Skoliataet e oa bet e skol Diwan sant Brieg, daou vloaz e skolaj ar Releg, ha setu ar paotr o skrivañ e baozioù kentañ da 13 vloaz.

Abaoe dek vloaz emañ Brieg o seniñ war leurennoù Breizh ha leurennoù ar bed, gant teir fladenn hag klipoù video brav . Tri bloaz zo e oa deuet ar vicher soner e vicher dezhañ.

Met n'eo ket aes buhez Yann rocker brezhoneger : evit ar festoù-noz, plas a zo e Breizh evit seniñ. Evit ar rock avat, nebeutoc'h nebeutañ a lec'hioù a zo. Hag ar metal n'eo ket anavezet mat gant an dud, dreist-holl e festivalioù evel hini An Oriant. Kredapl bras ne vo ket un abadenn metal all er festival.

Koulskoude e Euskadi eo bras-tre niver a strolladoù a ra gant ar rock, kalz brudetoc'h ha skignetoc'h eget ar strolladoù hengounel.

Hag ar stourm ? Ar fed kanañ e brezhoneg a zo ur stourm bemdeziek evitañ. Kontañ a ra traoù du, "perzhioù fall mabden, perzhioù fall an dud. (...) Klask ober paozioù ha sonerezh a galite a zo un doare da stourm ivez, ma doare da stourm din-me, benn ar fin".

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...